Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lenn e brezhoneg : ur gwir blijadur da gaout asambles
Distro ar bodadoù lenn e Ti ar Vro Kemper Roet e oa bet lañs warlene da zaou vodad lennerien e Ti ar Vro Kemper e 2006. Deuet eo ingal un ugent den bennak evit eskemm tro dro d'ar blijadur o deus da lenn evit lod ha da zeskiñ lenn evit lod
yannig laporte pour Ti ar Vro Kemper le 11/10/07 14:15

Distro ar bodadoù lenn e Ti ar Vro Kemper Roet e oa bet lañs warlene da zaou vodad lennerien e Ti ar Vro Kemper e 2006. Deuet eo ingal un ugent den bennak evit eskemm tro dro d'ar blijadur o deus da lenn evit lod ha da zeskiñ lenn evit lod all. Adkroget e vez e miz Here.

1/ Ar bodad kentañ a lenn hag a ziviz diwar ul levr bep miz Gant ar skipailh kentañ e vez dibabet asambles ul levr beb miz, a-beb eil unan klasel pe embannet a-gozh hag unan nevez deuet er-maez. Kaout plijadur o lenn, o adlenn, o tizoleiñ levrioù hag o eskemm sav-boentoù setu aze pal ar bodad-se. D'ar Merc'her 17 a viz Here e vo ar bodad-lenn kentañ, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper. Divizet e vo diwar-benn « Avel Gornog » gant Yann BIJER, embannet gant Al Liamm.

2/ An eil bodad a ginnig mont war raok gant an deskiñ lenn Kinniget e vez d'ar vrezhonegerien a vihanig deskiñ lenn ha kaout plijadur o tizoleiñ pennadoù kazetennoù, pennadoù romantoù pe kanaouennoù… An emvod kentañ evit adstaliañ ar bodad a vo d'ar Merch'er 24 a viz Here, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper.

Goulennet e vo digant ar re a gemero perzh bezañ ezel eus Ti ar Vro Kemper ha peañ o skodenn evit 2008. Evit kaout muioc'h a ditouroù : TI AR VRO KEMPER 3, plasenn Familh Gabaï, straed Jean Jaurès 29000 KEMPER – 02 98 90 70 43 - tiarvro-kemper [at] wanadoo.fr

Cet article a fait l'objet de 1698 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons