Priz ar Vugale Pleuigner
Priz ar Vugale Pleuigner © Domaine public

370 vues

13vet pennad war "Diwan, 40 vloaz dija". Ur seurt "digest" al levr embannet e miz Mae 2017 gant Yoran.

13vet pennad war "Diwan, 40 vloaz dija". Ur seurt "digest" al levr embannet e miz Mae 2017 gant Yoran.

Evit ur yezh skrivet (n’eus ‘met 200 anezho er bed) eo pouezus al lennegezh hag an nerzh krouiñ a vez e barzhonegoù, pezhioù c’hoari, romantoù, danevelloù, met ivez er c’hanaouennoù, hag ar glad dastumet abaoe bloavezhioù gant Dastum, pinvidigezh ar yezh komzet dre ar rimadelloù, an troioù-lavar, barzhoniezh ar bobl.

Lennit Barzaz Breizh !

Souezhet-bras e oa bet Riwanon Kervella en ur c’hlasad eilvet : ne ouient ket petra e oa ar Barzaz Breizh. Hag eviti e oa an diazez, an dra gentañ da lenn e brezhoneg. Diazez ul lennegezh, orin ur bern kanaouennoù a vez klevet, adkanet gant Jil Servat, Alan Stivell, Bernez Tangi... Pa weler eo ar C’halevala diazez ar yezh finneg ha penn kentañ ar finneg skrivet, e vez komprenet eo studiet an oberenn gant an holl vugale er vro. Pell emañ Yann eus e gazeg neuze e Breizh...

Unan eus mammennoù faltazi arzourien Vreizh eo Barzaz Breizh, ha chom hep gouzout piv e oa Kervarker, petra a c’hell degas studiadenn ar Rannoù da skouer, pe liammoù etre barzhoniezh Kembre ha Breizh, ur varzhoniezh ken kozh hag hini Roma pe Gresia a zo ur skoilh evit digeriñ dorioù an ijin.

Lennit, forzh petra, forzh penaos, met lennit e brezhoneg

N’eus digarez ebet hiziv an deiz evit chom hep lenn e brezhoneg : ur bern levrioù, troidigezhioù, enrolladennoù oberennoù klok pe danevelloù a zo da selaou war ar rouedad (rouedad radioioù e brezhoneg, CD gant levrioù, …). E levraouegoù bremañ e vez kavet ordin romantoù . E saloñs Karaez bep bloaz e vez gwelet levrioù dreist, bannoù treset, danevelloù, romantoù polis, skiant faltazi. Re nebeut, met alies ar re a glemm n’int ket ar re a lenn. Dre forzh lenn e teu gerioù nevez.

Fromus eo levrioù ‘zo, poent eo lakaat al lennegezh e brezhoneg da zont ‘ maez eus ur skeudenn « lenn rediet ». Re nebeut a lennerien, evit un 200 bennak a zanevellerien, pegen dipitus !

Evit prenañ levrioù en linenn :

http://www.brezhoneg.org/br

http://keit-vimp-bev.info/br

http://www.klask.com/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...