150 vues

Ul levrig kinniget gant Mewen ha Brigitte

Pevar levrig lennet gant skolidi Annig, skolaerez e skol Diwan Kemperle.

Ret e oa kontañ istor Jakez Erwan Mouton : "Un hunvre aet da wir". Plijet e oa Ewen ha Brigitte o kontañ penaos e oa bet adkavet e dad gant haroz an istor a-drugarez d'ur peskig a ouie pelec'h e oa. E plijadur an daou vugel zo peadra da ziskouez eo posubl lakaat ar re vihan da lenn e brezhoneg.

109 bugel eo niver ar re o deus bet kemeret perzh er Prizioù er bloaz-mañ. Re nebeut e-keñver labour ar skrivagnerien, an difazierez, an ti-embann Keit Vimp bev, ar gevredigezh féa.

Gant ma vo niverusoc'h an dud a lakao o anv en distro-skol o tont, gant ar pevar levrig nevez a zeuio er-maez e miz Gwengolo !

Gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 - http://keit-vimp-bev.info/pav_br.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...