Eizhvet bloavezh evit Priz ar Yaouankiz ! Gant 39 levr embannet e 7 vloaz, se ra ur sapre dastumadeg. Gallout a ra ar gelennerien enskrivañ o skolidi bremañ.

Ganet eo ar priz e 2004, aozet gant ar gevredigezh fea, b' An Arzhanaou, asambles gant an ti-embann Keit Vimp bev. Kemeret o doa perzh 1500 skoliad ar bloaz paseet.

Setu neuze an dastumadeg levrioù Priz ar Yaouankiz kaset a-benn nebeut d'ar skolidi ha liseidi. Goude un hir a labour lenn kaset gant tud a youl-vat o tont deus pep lec'h e Breizh, hag ul labour difaziañ graet gant Corinne ar Mero, e oa tro ar vaketennourez, ha da Owen Poho da beurlipat an destenn hag ar c'holoioù.

Mont en dro ar priz

Ret eo da bep skolaj pe lise kas ur fichenn enskrivañ o venegiñ niver a levrioù o deus da gaout. E miz Here e vez kaset an holl levrioù, brudet e saloñs Karaez e lec'h ' vez gwelet ar pemp skrivagner o tabutal hag o kinnig o skridoù. Ugent kelenner, ugent giz : tud 'zo a laosk ar re yaouank da lenn o-unan, tud all a lenn an destenn a-bezh, kuit d'ar re yaouank da adlenn er gêr, pedet e vez ar skrivagnerien da zont, klasket e vez sevel skridoù ivez ...

Ur wech lennet an holl e vez lakaet ar re yaouank da votiñ evit al levr muiañ karet ganto. Roet e vez ar priz e-barzh ur skolaj pe ul lise, disheñvel pep bloaz.

Al levrioù nevez

Ur rummad gant skeudennoù diabarzh evit ar re yaouankañ : "Kornogpell", un istor gant avanked, Indianed, dizoloet gant poltreder ar c'hevandir kozh (Jakez Erwan Mouton), "Avalon", an trede lodenn avanturioù Seanead, drouizhez bro Iwerzhon e kreisteiz bro C'hall (Pierre-Emmanuel Marais), "Lunedoù Fanch" istor raket ur mab archerien en ur skolaj nevez (Yann-Fanch Jacq).

Evit ar re vras (trede/lise), daou dastumad daneveloù, istorioù kriz tud a zo etre pennfolliñ pe dreuzvevañ : "Azigoragazar" (Mich Beyer) ha daneveloù tud Breizh war an hent, istorioù karantez, glac'har ha fent gant "Tu pe du" (Herve Lossech). Ur roman a zo memestra, hini Yann Fanch Jacq : "E c'hornig va c'halon".

Evit gouzout hiroc'h : 06 79 14 96 87

lec'hienn ; http://afea.free.fr/pages/lenn_pay_2010.htm

http://keit-vimp-bev.info/pay_br.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...