En abadenn ar C'hafe Brezhoneg (Lesneven, miz C'hwevrer 2024) e oa lakaet ar gaoz gant Yvon Abiven war an Tad Medard hag ar Gabusined e Rosko, embannet gante levrioù hag ur gazetenn, e brezhoneg penn-da-benn.

Lesneven. (Penn-ar-bed). E-pad div eurvezh e teu ur brezhoneg sklaer ha flour digant genou Yvon Abiven. Dibunet ingal hag hep ehan, ken ne vo ket a amzer a-walc’h evit ar goulennoù e dibenn ar brezegenn-se ! Leun-chouk eo ar sal. Tud eus ar vro? Tud deuet eus a-bell ? Kit da c’houzout… ! Ar pezh zo sur : sioul eo an dud, ken aketus emaint ha ken sachet eo o spered ouzh an danvez kinniget hirio gant TAV (Ti ar Vro) bro-Leon :. Istor Tad Medard (1908-1988), skrivagner dispar ha brezhoneger ampart, unan eus ar re vrudetañ, hirio c’hoazh, e-touez ar Gabusined e Rosko.…

Tad Medard (1908-1988).

Piv oa an den-se ? Ganet e Lanarvili, deuet da vezañ manac’h Frañsezad a zo o ger-stur pe o choaz « bezañ paour e-touez ar re baour ». Meur a skourr zo e bedig-bed ar Frañsezidi (diwar Sant Frañsez a Asiz, bet o vevañ e grenn-Amzer ha lakaet da batrom Europa).

Ar re anvet « Kabusined » (diwar o c’habell) anavezet dre o gwiskamant (ur sae rouz, ur gordenn tro-dro d’ar groazlez, sandalennoù e-barzh an daoudroad), hag ivez dre varv hir. Simploc’h, n’eus ket ! Troet int ouzh ur vuhez a baourentez, muioc’h c’hoazh eget ar re all… Evel klasker-bara pe diwar an aluzen e vevont… Gant nebeudig a dra, da lâret eo hep surentez er vuhez. Hag ouzhpenn-se, sentiñ ouzh divizoù an Urzh. Setu perak e veze gwallgaset buhez ar venec’h-se, alies a-walc’h…. Peseurt micher dezhe ? Bevañ ha diskouez ar feiz dirak ar bobl, hag ivez pregañ (komz) diwar-benn an Doue bev…En ur gêr hepken: bezañ misioner...

Dre ma oa e dad dezhañ kocher a-vicher e maner ur familh binvidik, div liorzh hag ur bern mevelien enno, en deus Jakez Dourmab (dre ec’h anv-familh) gwelet kalz a dud tro-dro dezhañ., e-pad e yaouankiz. Ar pezh a vo kontet en e levr « An tri Aotrou ». Menegomp ne oa ket druz ar geusteurenn e taol an tiegezh e-pad e vugaleaj. Koulskoude en deus kavet sikour a-walc’h digant tud all evit bezañ skoliataet e Lesneven. E 1927, setu-eñ e kloerdi Kemper, ma n’en em blije ket, hervezañ. E 1930, setu-eñ e ti ar Gabusined : « aze, ’m eus kavet ar peoc’h » a lâr-eñ.

Lâret eo bet deomp ivez ez eus un « trede-urzh » (« tiers-ordre ») e-touez ar Frañsezidi, ennañ tud dimezet pe get (« laiked », m’ho peus c’hoant). En o souez, ur vaouez a vrud vat e bed ar vrezhonegerien, a-hed ar c’hantved tremenet : Marc‘harid Gourlaouen, eus Douarnenez (e-karg eus « Skol Ober », e-pad ul lodenn vras eus he buhez).

Meur a Gouent a oa e Breizh (Brest, Montroulez, Rosko, …) a-raok an Dispac’h braz (1789). E penn-kentañ an XXvet kantved e veze brezhonegerien en Oriant. Bet eo bet an Tad Medard e Angers, ivez. 1934, setu-eñ beleget. Goulennet en doa an den bezañ kaset da vro-India. Met dre ma ouie ar brezhoneg ez eo bet kaset d’an Oriant ! 1939. Tapet eo ar paotr gant an droug-skevent. Rak-se ne vo koñje (amzer an arme) ebet evitañ. Ha setu-eñ e Rosko (1939-1943) e-pad an eil brezel. E Gwengamp eo bet ivez.

Kement a cheñchamantoù hag a drubuilhoù zo bet a-hed e hent, evit gwir, ma vez dibosupl da Yann Selaouer lakaat tout an traoù-se buan-ha-buan war baper ur c’harnedig ! Berrik-berr c'hoazh : anavezet en deus Frañsez Falc’hun, Maodez Glanndour, Urbain Person (a vo lakaet eskob e bro-Etiopia) goulennet digantañ ma vefe an Tad Medard kaset evel sekretour e Sened Vatikan II (1962-1964).

Dre-se e c’hellomp kompren pegen barrek ha speredel e oa an Tad Medard. Da heul ar Sened Vatikan II, « ar veleien ne ouient ket penaos ober ken ». Setu perak en deus an Tad Medard tremenet kalz a amzer o fouetañ bro evit displegañ d'ar re all penaos ober (lidañ, hag all...). Ar re bevet gante ar mare-se o deus dalc'het eñvorennoù...kredapl! A-benn ar fin, ur beleg a-vremañ e oa (gwelet e Liammoù al levr a eñvorennoù « Istorioù beleien », fent ha mousc'hoarzh ennañ).

Gwelit ivez an daou boltred implijet evit ar pennad-mañ. An eil (sae rouz, barv, hir, hag all) tennet a-raok ar Sened, kredapl braz, egile goude ar Sened Vatikan II (1962-1964), pa voe echu gant ar gwiskamant hengounel.

An dra-se a ziskouez sklaer ha splann pegen don e voe ar cheñchamantoù da heul ar Sened. « Aggiornamento » an iliz a vez graet alies eus an darvoud-mañ istorel.

Ar Gabusined e Rosko.

Anv ez eus bet ivez eus Kabusined Rosko. Mat da c’houzout : pep hini a zo staget ouzh e anv-bihan hini ar barrez m’eo bet ganet. Evel-se :

. Tad Fuljañs a C’houdilin (Goudilin, 22)

. Tad Eujen a Wengad (Gwengad, 29)

. Tad Medard a Lanarvili (Lanarvili, 29)

. Tad Barnabe a ... ?..

. Hag all

Manac’h ha den.

Disheñvel e oa o temz-spered pe o doare dezhe. Hemañ a zo penn-kalet (an Tad Barnabe, daoust dezhañ bezañ savet kantikoù dispar gentañ ! ), hennezh a zo dereat (an Tad Fuljañs a zo ur gwir zudi ouzh e selaou, pe e welet nemetken). Setu ar vuhez, setu tud a Zoue. Betek hiriv? Evel an dud all, en ur mod….

Evit reiñ un tañva eus skritur an Tad Medard, setu tammoù destenn pe frazennoùigoù (o tont eus levr « an tri Aotrou » gant Tad Medard), choazet ha kinniget deomp gant Y. Abiven:

. « Mat, gwelloc’h eo ganen mont da ifern an Tad Fuljañs eget da Burgator an Tad Barnabe »

. « [an Tad Fuljañs] n’eo ket kreñv e vouezh ha mard eo bras an iliz eo ret astenn an divskouarn evit klevet e brezegenn pa vezer e traoñ an iliz. »

. « Ne glevan ket an Tad Fuljañs pa vez o prezeg » a lavare Marjan an Toer, « met a-walc’h eo din sellet outañ… Hennezh a zo ar baradoz o parrañ war e zremm. »

« An Tad Barnabe a brezeg tout ar relijion, eme an Tad Fuljañs, ha ni hon-daou [ an Tad Fuljañs hag an Tad Medard] a zo karget da brezeg ar peurrest… »

« Ur galon vat a veleg, ma z’eus unan. »

« An dud a ra anezhañ an Tad Induljañs. »

« An Tad Fuljañs n’eo ket eus ar ouenn prezegenn-se a blij ganto skeiñ… Prezegerien-kurun da spontañ an dud prest da gas an holl da dan an ifern. ».

Manac’h ha Misioner kabusin.

Anv ez eus bet ivez, gant Y. Abiven, eus ar « misionoù » (taolennoù hag all…) bet savet e Breizh, hag implijet betek etre an daou vrezel. Spontus a-wechoù, dre selloù an amzer a-vremañ. A-walc’h evit kaout soñj eus ur frazennig 'm boa klevet e Landevenneg (2023) : « le jansénisme est un poison » (« ur poezon eo ar jañseniezh »). Re wir eo! N’ouian ket peseurt misionoù a oa bet prezeget gant an Tad Medard, mes pa lenner e levrioù e c’heller ijinañ e oant reizh ha speredel…

An devezh « mision » a veze leun-chouk e brogram : . Prezegenn . Overenn . Chapeled . Hag all

Ar gazetenn « Ar Vuhez kristen ».

Ar gazetenn-mañ e brezhoneg penn-da-benn a voe embannet ingal gant ar Gabusined etre 1926 ha 1944. Muioc’h evit 2.000 skouerenn d’an nebeutañ ha betek 8.000 skouerenn. Peadra da huñvreal, n’eo ket ’ta ?

Ne oa enni nemet danvez relijiel (da lâred eo danvez politikel ebet peurliesañ war-bouez-nebeud). Bez e c’heller kavout skouerennoù evit pellgargañ war al lec’hienn -mañ: https://bibliotheque.idbe.bzh/liste_theme.php?id=ar-vuhez-kristen-796&l=fr

Notenn d’al lennerien (17 a viz C’hwever 2024).

Emañ ar pennad-mañ ur gronikenn (ha n’eo ket ur rentañ-kont rik hepken). An destenn da heul dindan a zo dre zorn aozer ar pennad, nemetken. N’eus ket bet anv eus an dañvez-se (pe soñj-se) e-korf an abadenn. Met n’eo ket difennet d’ur selaouer bennak prederiañ e-unan, war-lerc’h un abadenn…

Levrioù embannet gant Ar Vuhez kristen (Rosko).

Dindan ur choaz a zri levr a ziskouez mat kalite hon skrivagnerien hag a ginnig danvez diwar-benn ar feiz kristen. Al levrioù-mañ a c’hellfe bezañ advoullet evel m’emaint pe adembannet e doare-skrivañ peurunvan, evit lennerien a-vremañ. Ken kaer eo o yezh, ken prizius eo o danvez.

.1 Ar Werc’hez Vari hor Mamm (1936). An Tad Medard. Skeudennet gant Zavier Langleiz. 130 pajennad. (brezhoneg doare-skrivañ KLT)

Istor ar Werc’hez-Vari diwar-benn an Aviel. Ur sell hag ur soñj ouzh an hini a zo Mamm ar Mabig-Jezuz ha Mamm da Zoue war ar memes-tro, evit ar Feiz kristen. Brezhoneg brav. Speredelezh don.

.2 Fatima ! (1943). An Tad Medard. Eil mouladur. 159 pajennad. (brezhoneg doare-skrivañ KLT)

Istor diskouezadur Mari er Portugal (1917) dirak tri a vugale. Brezhoneg brav. Pouezus pa soñjer ha pa seller ouzh istor an Douar betek dibenn an XXvet kantved.

.3 Sant Frañsez a Asiz (1182-1226). Lan Inizan, reizet a kresket gant an Tad Eujen a Wengad. 1942. 463 pajennad.

Skrivet gant aozer « Emgann Kergidu » ha peurechuet gant an Tad Eujen. Resis ha kontet mat eo istor buhez an dudenn hep e bar en istor Europa, savet gantañ urzh ar Frañsezidi (ar Gabusined en o souez). Brezhoneg brav. Soñjit'ta, gant Lan Inizan!

Levrioù o danvez. Ur skouerenn.

Marteze en em c’houlenno Yann Lenner e-unan petra soñjal a-zivout an danvez. Petra a oa lâret d‘an dud d’ar poent-se. Kemeromp skouerenn levr « Ar Werc’hez-Vari Hor Mamm » (gant Tad Medard).

Poentoù zo e vuhez Mari ha n’int ket aes da gompren. N’eo ket toud kaozeal eus mister ar Feiz, re vuan hag hep prederiañ un tammig. Dav eo d’an den, a lavarfen, soñjal ken pell ha ma vez posubl, ha d’an nebeutañ frammañ ar gudenn-mañ-gudenn pe sevel ar goulennoù.

Tri foent zo pouezus er vuhez Mari, da geñver an Istor (darvoud hag all) hag an Doueoniezh.

.1 koñsevadur ar Mabig Jezuz, e Nazaret (bro-Galile) .2 genel ar Mabig Jezuz, e Betleem (bro-Jude) .3 dibenn he buhez dezhi war an Douar (e Jeruzalem pe e lec’h all ?)

Petra lâr an tad Medard ?

.1. Koñsevadur ar Mabig Jezuz (pajennad 30).

« Mab Doue, an eil person eus an Dreinded a gemer er Werc’hez eur c’horf heñvel ouzh hon hini : eur c’horf a laka Doue ennañ eun ene heñvel ouz hon hini ».

Ar poent-se ha n’eo ket ken anat anezhañ (« un ene heñvel ouz hon hini ») a zo bet an dud o tabutal warnañ e-pad-pell. Un dra all : an dresadenn gant Zavier Langleiz a ziskouez mat evit al lenner ma ‘z eo bet un obererezh digant an Doue, amañ… Un Doueoniezh glasel zo amañ.

.2. Ginivelezh ar Mabig Jezuz (pajennad 38)

« .../... el laouer-se eo ec’h astenno ar Werc’hez he mabig goude bezañ e vailhuret ; er c’hraou-se eo e tigemero Mab Doue en em c’hrêt den testeni a garantez e Vamm, e dad hag ar bastored paour diredet d’e welout. ../… ». Sioulik eo an Tad Medard war ur poent diaes da gompren, ma n’eo ket dibosupl memes. Perak e vez graet eus Mari (gant an Iliz) ur Werc’hez a-raok/e-pad/war-lerc’h ar c’hinivelezh ? Penaos kompren-se, ken souezhus eo ? Ha petra a dalv-se ? « Ginivelezh » ha « ganedigezh » zo daou ger disheñvel, ma komprenan mat. Ar c’hinivelezh n’ez eus bet anezhi nemet ur wech dre istor hon flanedenn (gwelet levrioù e traoñ ar pennad). Un darvoud hep e bar e oe, pa emañ ar c’hanedigezh an doare ordinal da genel forzh piv bennak war an douar-mañ. Ne sach ket an Tad Medard an evezh war ar poent-se ha ne lâr e destenn netra deomp war ar poent iskis-se. Met an dresadenn gant Zavier Langleiz a ziskouez deomp ma ‘z eus bet, hervez an tresour, un darvoud ispisial, e Betleem…

.3. Dibenn buhez douarel Mari (pajennad 122)

« Eun danevellour koz a gont d’eomp an istor-mañ » …/…

Ar bajennad 122 en he fezh a ziskouez deomp un Tad Medard o prederiañ war an darvoud-mañ. Nemet ne lâr netra nag ar skriturioù nag an Iliz war ar poent-se. Daoust ha tremenet eo bet Mari dre ar marv pe get ? Daoust ha pignet eo bet war-eeun betek an Neñv ? Hag ouzhpenn-se, pelec’h eo bet c’hoarvezet an darvoud-mañ (Jeruzalem, Efesia ?...) ? E soñj dezhañ hepken eo a ginnig deomp an Tad Medard.

Diouzh e du, Zavier Langleiz a ziskouez deomp an disoc’h : en Neñv emañ Mari, bremañ ha da viken, hep gortoz darvoudoù all. An holl (katoliked, ortodoksed) emañ a-du war ar poent-se.

Evit echuiñ ha berrik-berr, war an tri foent pouezus a-zivout buhez Mari (dre ur sav-poent doueoniel), tri doare (pe emzalc’h) a welomp digant an Tad Medard, evel pastor : . Doueoniezh glasel . Sioulded . Soñj fersonel

Setu evit ur sell ouzh an danvez. Mat ha plijus eo. Diaes eo ivez, d’an nep a fell dezhañ mont pelloc’h. Gwelout Levrioù all., evit sklaeraat poent pe boent.

Levrioù o yezh.

A-walc’h eo ar pajennadoù kinniget gant ar pennad-mañ evit kompren pegen brav eo brezhoneg implijet gant kabusined Rosko. Pell-pell eo diouzh brezhoneg-beleg (ha siwazh ez eus bet anezhañ, a-wezhioù, e-kerz istor ar yezh). Ur brezhoneg asur, hag aes da lenn, eo hini embannet gant kabusined Rosko, ur brezhoneg mat da Yann Lenner a-hiriv evit kaout ur gwir a soubidigezh. Mersi bras dezhe evit-se.

Menegomp ivez emañ al levrioù-se embannet e doare-skrivañ KLT (gwelout Al liammoù, e traoñ ar pennad-mañ). Tost-tre ouzh yezh bro-Leon emañ ha tost ivez ouzh an doare-skrivañ « peurunvan » implijet er skolioù a-vremañ. Forzh piv bennak desket e brezhoneg dre hon skolioù pe dre stummadurioù all a c’hello lenn an destennoù-se. Evit e blijadur / he flijadur.

Levrioù all.

. « Buhez Mikêl an Nobletz ». Pez-C’hoari gand Goulc’han Kervella. Kazetenn ar Minihi Levenez http://www.minihi-levenez.com/ (Niverenn 181, Kerzu 2023). Div-yezhek. Brezoneg (doare-skrivañ skolveuriek) / Galleg. Eur pez-c’hoari savet ha leurennet gant Goulc’han Kervella euz strollad Ar Vro Bagan ha c’hoariet gand re yaouank.

Kinnig a ra an aozer ur sell adnevezet ouzh ar Misionoù savet gant Mikeal An Nobletz (1577 - 1652), ma veze implijet « Taolennoù » gantañ.

. « La Vierge Marie dans l’oeuvre de Maria Valtorta », gant Gabriele M. Roschini https://www.maria-valtorta.org/ValtortaWeb/MariaValtorta21.htm OSM.

ISBN 978-88-7987-330-7. Embannet da gentañ en italianeg (1973). Embannet meur a-wezh e galleg (1986, 2006, ha 2021). Advoullet e 2023, gant CEV (Centro Editoriale Valtortiano). 356 pajennad. Gwelout (da skouer) lec’hienn embannadurioù Eyrolles https://www.eyrolles.com/Loisirs/Livre/la-vierge-marie-dans-l-oeuvre-de-maria-valtorta-9788879873307/ (21 Euro + degasadenn)

Hep al levr-mañ – ha n’eo ket echu al lenn ganin ! -, ne vije ket bet a zielfennadur ganin diwar levr Tad medard (gwelout uhelloc’h : Levrioù o danvez. Ur skouerenn.).

Gerioù.

. frañsezad / frañsezidi franciscain(s) . Induljañs Indulgence (vocabulaire spécifique religieux) . jañseniezh Jansénisme (geriadur Martial Ménard) . temz-spered caractère . Mabig-Jezuz l’Enfant-Jésus (pa ‘z eo bet en em c’hraet den an « eilvet » ferson eus an « Dreinded », anvet ar « Mab » anezhi. (en Aviel). . « Eun danevellour koz » Un auteur ancien. Ne c’hell bezañ meneget amañ nemet ur skrid « amwir » (« apocryphe »), unan hag a zo bet laosket a-gostez, d.l.e. nompas lakaet e-barzh skriturioù an Testamant-Nevez, gant an Iliz yaouank.

Liammoù.

. >>> Lec'hienn Arvorig FM. https://arvorigfm.bzh/ Enrollet eo bet an abadenn-mañ. Kit da deurel ur sell ouzh lec'hienn ar radio-se (podskignoù) en dazont. Hervez kont, ul lodenn kempennet eus an enrolladenn a vo kinniget.

.>>>. Lec’hienn IDBE. Niverennoù eus ar gazetenn « Ar Vuhez kristen » https://bibliotheque.idbe.bzh/liste_theme.php?id=ar-vuhez-kristen-796&l=fr (evit pellgargañ, digoust) : .>>>. Lec’hienn Al Liamm, « Istorioù beleien » https://www.brezhoneg.org/fr/livres/istoriou-beleien (Tad Medard). N’eus ket ken evit prennañ.

.>>>. Lec’hienn wikipedia e brezhoneg :

. Ar Vuhez kristen https://br.wikipedia.org/wiki/Ar_Vuhez_Kristen

. Tad Medar https://br.wikipedia.org/wiki/Tad_Medar (diwall, « d » ebet, e dibenn an anv)

. Tad Eujen https://br.wikipedia.org/wiki/Tad_Eujen

. Zavier Langleiz https://br.wikipedia.org/wiki/Zavier_Langleiz (Xavier de Langlais)

. Doare-skrivañ KLT https://br.wikipedia.org/wiki/Doare-skriva%C3%B1_KLT . Tost-tre ouzh yezh bro-Leon emañ ha tost ivez ouzh an doare-skrivañ « peurunvan » implijet er skolioù a-vremañ.

.>>>. Lec’hienn wikipedia e galleg :

. Franciscains (ordre des Frères mineurs) https://fr.wikipedia.org/wiki/Ordre_des_Fr%C3%A8res_mineurs

. Capucins https://fr.wikipedia.org/wiki/Fr%C3%A8res_mineurs_capucins