Put your name here

Communiqué de presse
Lezenn « evit ur skol a fiziañs » ha kelenn divyezhek : Kevre Breizh a sav mouezh a-enep politikerezh war-gil Jean-Michel Blanquer
Kemennadenn Kevre Breizh goude komzoù mezhus Jean-Michel Blanquer dirak ar Sened d'ar 16 a viz Mae diwar-benn ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh.
Communiqué de presse de Kevre Breizh

Publié le 23/05/19 12:32 -- mis à jour le 23/05/19 12:32

Spontet eo Kevre Breizh gant komzoù mezhus a-berzh ministr an Deskadurezh Stad er 21añ kantvet bet dalc’het gant Jean Michel Blanquer diwar-benn ar c’helenn dre soubidigezh, ha dre vras gant nac’hadenn an holl gemmoù-lezenn evit gwellaat diorren ar yezhoù-rannvro bet kinniget e-pad votadeg al lezenn evit ur skol a fiziañs. Lavar gaou toullet eo komz eus an unyezhegezh evel m’en deus graet d’ar 16 a viz Mae pa’z eus eus ar reizhiad-mañ er Frañs abaoe 50 vloaz en Euskadi, ouzhpenn 40 vloaz e Breizh, ganti disoc’hoù mat ken-ha-ken ha stummet enni yaouankizoù divyezhek ha zoken liesyezhek, digor war liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù. Graet e vez gant an hentenn-se un tammig e pep lec’h dre ar bed, evit ar galleg hag all e proviñsoù saoznek ar C’hanada.

Ar reizhiad unyezhek an heni eo a chom uhelvennad an Ao. Blanquer eta, en ur vro unyezhek kaeet e-kreizig-kreiz he harzoù. Ouzhpenn se e teu treut lod ar yezhoù-rannvro gant adreizhadur al lise hag ar vachelouriezh, evel ma’z eo bet lakaet en a-raok gant Max Brisson, daneveller al lezenn er Sened. Lezet e vezont da zibab gant un nebeud arbennikourien hepken war-goust ur c’helenn priziet ha kinniget d’an holl, hag e c’heller e choaz en holl hentadoù evel glad pep heni.

Evit a sell ouzh an treuziad-skol eo bet engouestlet kentañ ministr Édouard Philippe da souten diorren an tri hentad divyezhek (divyezhek publik, divyezhek katolik ha divyezhek kevredigezhel dre soubidigezh Diwan) d’an 8 a viz C’hwevrer 2019 dre sinañ Kevrat an oberezh publik evit Breizh. Sevel a ra Kevre Breizh a-enep diouer ar ministr Jean Michel Blanquer en deus lakaet degemer ur gemmadenn diefed ha diamplet emañ daneveller al lezenn ec’h unan a-enep dezhi, kement hag an holl gevredigezhioù. Gant se e c’houlenn groñs kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù breizhek Kevre Breizh ma vo lakaet e plas ur wikefre aes a raio tu d’ar familhoù da zibab an hentad kelenn divyezhek par-ouzh-par pe dre soubidigezh, er c’helenn publik evel en heni prevez pe gevredigezhel.

Document PDF 47721-kevrebreizhkemennadenncommuniq.pdf Kemennadenn Kevre Breizh, 22/05/2019. Source : Kevre Breizh
Voir aussi :
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.