LibreOffice & an Drouizig
LibreOffice & an Drouizig
LibO 3.4
LibO 3.4

LibreOffice a ya war raok gant e handelv 3.4.0. Kempennet eo bet boneg ar meziant ha tennet kuit ez eus bet 5000 linenn aet da zidalvoudus. Ur bern keweriusterioù nevez

LibreOffice a ya war raok gant e handelv 3.4.0. Kempennet eo bet boneg ar meziant ha tennet kuit ez eus bet 5000 linenn aet da zidalvoudus. Ur bern keweriusterioù nevez zo bet ouzhpennet e-keñver an handelv 3.3.2. Kempennet ha klokaet eo bet troidigezh ar meziant ivez. Troet eo bet LibreOffice penn-da-benn. Savet eo bet gant The Document Foundation.

Petra a ginnig LibreOffice deoc'h ? Writer eo ar meziant da skrivañ testennoù (kewerier testennoù) e-kreiz LibreOffice.

Impress eo an doare aesañ da sevel kinnigadennoù liesvedia efedus.

Draw a ro tro deoc'h da sevel diervadoù ha brastresoù diwar netra.

Base eo stlennvon LibreOffice. Gant Base e vez enkorfet frammadoù ho stlennvonioù.

Math eo embanner skridoù jedoniezhel LibreOffice. Bommoù jedoniezhel, kimiezhel, tredanel a vez skrivet aes.

Ur mollad da grouiñ restroù mod PDF a ginnig LibreOffice ivez.

Enkorfet eo troidigezh an Drouizig e restr staliañ LibreOffice. A-benn gouzout penaos staliañ LibreOffice, kit war lec'hienn an Drouizig : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=151%3Alibreoffice-330&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=br

LibreOffice a roio tro deoc'h da labourat e brezhoneg gant ur meziant galloudus ha stabil. An heuliad burevek nemetañ troet e brezhoneg eo LibreOffice.

Graet eo bet labour treiñ LibreOffice gant : Denis Arnaud, Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Michel Nedeleg.

Dizoloit ul lod eus keweriusterioù nevez LibreOffice war lec'hienn an Drouizig : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=179%3Alibreoffice-34-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=br

Kavet e vez ur roll gerioù amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=175%3Agerva-an-drouizig-2011&catid=41%3Ageriaouegou&Itemid=64&lang=br

Lec'hienn LibreOffice http://www.libreoffice.org/

Lec'hienn The Doument Foundation http://www.documentfoundation.org/