Ur pezh mell skipailh, ur savadur dispar, hag heol splann evit kregiñ ar bloaz !

Aze e oant kazi holl, kelennerien ha kasourien evit prientiñ ar bloavezh-skol. Implijoù-amzer, dilojadegoù, staliañ ar c'hlasoù nevez evit degemer dilun an 260 lisead a vo..., startijenn oa gante. Mat eo bet disoc'hoù ar vachelouriezh, gant ur feur uhel a dud degemeret, evel boaz. Skoazellet e vez kalz al liseidi a-hed ar bloaz, ha kenskoazell etre ar re yaouank a vez ingal ivez.

AR savadurioù nevez a vo meret gant ar gevredigezh l'Aile. Merañ a ra FJT (oaled al labourerien yaouank) Karaez dija. Brav an diabarzh, ret eo gortoz miz pe dost koulskoude a-raok implij an holl savadurioù. Implijet e vo an oaled kozh c'hoazh gant ar vrezhonegerien yaouank, met gwellaet a-galz eo bet al lec'h ha buhez al liseidi. An holl er memes lec'h bremañ (gwechall e oa an holl eilveidi e hunva lise Serusier), e-barzh bag nevez-flamm Diwan.

Dimeurzh da 5 eur noz e vo degemeret Andre Lavanant, bet Prezidant ar gevredigezh e-pad meur a vloaz, ha liseidi bet e Diwan evit ober un doare "forom Diwan", stalioù a bep seurt a vo, ha dreist-holl eskemmoù e brezhoneg evit kregiñ mat ar bloaz ha degemer an eilveidi dimerc'her ... e brezhoneg, evel-just !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...