Mai Ewen, pluenn Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz

Setu Mai Ewen o tisplegañ penaos he doa kroget da skrivañ ha penaos e oa deuet dezhi mennozh al levrig \"Me Nana Marina\"

Chom a ra da skrivañ ul lodenn vat deus istor ar skrivagnerezed e Breizh. Amañ e vez kejet ouzh Mai-Ewen, a skriv abaoe pell, evit ar re vras hag evit ar re vihan.

Didrouz ar c'hlas, pedet oa bet hiziv Mai-Ewen, barzhez, skrivagnerez, bet e-pad pell o skrivañ evit ar re deuet gant alioù fur Visant Seite. Sot gant ar skrivañ, al livañ, al lenn, treuziñ a ra ur vuhez leun a istorioù, a draoù kriz met leun a varzhoniezh ivez.

Penaos e oa kroget da skrivañ ? Un hir a istor eo. N'he deus skrivet nemet barzhonegoù e galleg  pa oa yaouank. Ur wech desket ganti yezh he mamm-gozh, gouzout a ouie prezeg met ket skrivañ (o leñvañ e oa dirak levr "Barzaz Breizh" nevez prenet; ne gomprene ger ebet). Goude, a-drugarez da Visant Seite ha kentelioù brezhoneg, deuet eo-hi tamm-ha-tamm da vestroniañ ar skritur skolveuriek, ar yezh skrivet. Met pegen diaes he deus kavet da c'houde cheñch skritur...

Embannet e oa bet gant Brud Nevez haiku gant dourlivaj graet ganti, danevelloù ivez, tost ugent vloaz' zo. Gant Keit Vimp e oa bet embannet  tost 8 levr dindan seizh vloaz : tri evit Priz ar Vugale ha 5 evit Priz ar Youankiz. Romantoù levezonet gant he bugaleaj, istorioù kriz, ur romant istorel evel "Ur vleunienn war askell an avel". Ganti e chom ur bern skridoù c'hoazh, ha c'hoant he deus da genderc'hel da embann he labour. Ur skrid n'eo ket embannet a zo eviti evel ur babig ne vefe ket ganet. Gant brezhoneg saourus bro Kemperle (bro Skaer) e vez skrivet pep hini anezho, adlabouret, adlennet. Ha pegen diaes eviti chom dirak hec'h urzhiataer o kontañ an niver a sinoù ...

Aozañ a ra ivez ur wech an amzer abadennoù barzhoniezh gant oberennoù Anjela Duval, Youenn Gwernig ha pediñ a ra Bernez Tangi, Alan Kervern ... Gwelet e vez anezhi un tammig e pep lec'h, war ar straedoù evit manifestiñ, en abadennoù, prezegennoù, hag ur sell lemm he deus war pep tra ... ha dreist-holl war plas ar brezhoneg er gevredigezh !

Amañ emañ o respont da c'houlennoù Sten Charbonneau, evit lansañ an abadenn "Ur skrivagner(ez), teir danevell". Gant ma vo skridoù brav savet gant ar re yaouank evit al lennerien kentañ derez !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...