Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Malo Bouëssel du Bourg (Produet e Breizh hag ekonomiezh) - Pennad Kaoz
Rener Produet e Breizh eo Malo Bouëssel du Bourg ha barrek eo war an ekonomiezh. Anavezout 'ra mat mont en-dro an embregerezhioù e Breizh.
Florent Grouin Par BREZHOWEB le 28/06/22 12:33
Malo Bouëssel du Bourg (Produet e Breizh hag ekonomiezh) - Pennad Kaoz : Gant Malo Bouëssel du Bourg 'vo lakaet ar gaoz war cheñchamantoù marc'had al labour-douar, an troc'h ekonomikel etre Breizh-izel ha Breizh-uhel ha traoù all.
Réalisation : Brezhoweb
(589 vues)
55330_1.png
Stank eo an abadenn ha peadra zo henni evit kompren gwelloc'h ar bed ekonomikel e Breizh.

Ar gevredigezh Produet e Breizh gant he logo tour-tan a zo kresket-mat abaoe m'eo deuet Malo Bouëssel du Bourg e penn an aozadur 12 vloaz 'zo.

Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 500 embregerezh ha 110 000 den ezel eus ar gevredigezh.

Ur gevredigezh pouezus eo neuze Produet e Breizh ha poent 'oa deomp ober ar poent war diorroadur ar gevredigezh met ivez war an doare m'en deus cheñchet ekonomiezh ar vro en dek vloaz diwezhañ.

Lakaet e vo er Pennad kaoz-mañ ar gaoz war cheñchamantoù marc'had al labour-douar, diorren bed ar servijoù e Breizh, kresk ar prizioù e Breizh, efed ar brezel en Ukraina war ekonomiezh Breizh ha logo nevez ar gevredigezh...

An abadenn Pennad Kaoz a zo savet gant Brezhoweb ha lusket gant Lionel Buannic

Istitlet e brezhoneg.

Voir aussi :
1  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons