Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Manifestadeg evid yezhoù Breizh d'ar sadorn 13 a viz Meurzh 2021 e Kemper
N'hell ket BREIZH MESTR WAR HE ZRAOÙ chom heb kemer perzh er vanifestadeg a vo a-benn disadorn (d'an 13 a viz Meurzh) e Kemper. Peb tra zo bet graet gant ar Stad gall evid gwaskañ yezhoù istorel bihan ar Frañs ha bihannaad o implij er vro.
Gwenael Kaodan pour Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 11/03/21 19:36

GALV BREIZH MESTR WAR HE ZRAOÙ

N'hell ket BREIZH MESTR WAR HE ZRAOÙ chom heb kemer perzh er vanifestadeg a vo a-benn disadorn (d'an 13 a viz Meurzh) e Kemper. Peb tra zo bet graet gant ar Stad gall evid gwaskañ yezhoù istorel bihan ar Frañs ha bihannaad o implij er vro. Ar memez tra zo degouezhet e Breizh ive. N'eus nemed 3% a vugale Breizh a c'hell deskiñ brezhoneg en hentennoù diwyezheg (n'eus ket 20 000 skoliad enne c'hoazh). Hag ouzhpenn-se e stumm an hentennoù-se nebeutoc'h eged 200 bacheler beb bloaz, ken diaez m'ema an hentad-skol ag ar skol-vamm d'ar lise (diouver a gelennerion, hag ar re-mañ heb stummadur dibaouez ; diouver a youl politikel e Breizh ; enebadur paduz ha mezhuz ar Stad).

Gouied a raomp n'eo ket gant ar Stad gall e vo sovet hon yezhoù. D'ar Vretoned o-hunan eo da ziviz ha da choaz mar faot dezhe difenn o hervad hag henn lakaad da vleuñviñ. Evel-just e rank d'an dilennidi a Vreizh ober ar pezh a zo rekiz hag arrest a gestal bruzhunoù e Pariz. Goude daou-ugent vloaz ma raomp gant ar goulennoù toull-se e ouiomp pegen diefed emaint. Arabad krediñ e vehe hiziw ag ur "pakt jirondin" er Frañs. Er c'hontrel, bew eo c'hoazh ar frazenn bet lâret gant ar prezidant Pompidou d'ar 14 a viz Ebrel 1974 : " N'eus ket lec'h ebed d'ar yezhoù rannvro en ur Frañs tonket da verkañ an Europ gant he sïell !" Tristed ha skandalused frazenn, a ya eneb da destennoù ofisiel an UNESCO, a zifenn ar yezhoù bihan !

Degas a ra BREIZH MESTR WAR HE ZRAOÙ ar program hardizh a oa bet savet ganti e Karaez d'an 12 a viz Genveur 2019 : muzulioù kreñv hag a c'houlenn ma vo kroget en ur mod arall er gudenn. Da Vreizh eo da verañ he zraoù, ya, ha d'he dilennidi da gompren ema amzer da-zoned hor yezhoù etre hon daouarn, amañ e Breizh, ha ked e Pariz.

Hor palioù :

- Ra dapo ar Rannvro an droed d'ober war-dro ar pezh a sell douzh he yezhoù, ar pezh a c'hell boud hervez mellad 72 ar Vonreizh.

- Ra vo aozet aotreegezhioù kelenn liezyezh e peb skol-veur a Vreizh unanet, ha savet ur pikol plan evid stummañ mistri (sd. Bro-Gorsika) heb ankouaad ar stummadur dibaouez.

- Ra c'hello oll skolidi Breizh deskiñ brezhoneg pe galloeg adal ar skol-vamm gant ur yezh etrebroâdel ouzhpenn. Ar pezh a vo da gas hervez mont war-raog deskadurezh enframmet ar yezhoù, tre evel ma ya ar mod-ober-se war-raog e meur a vro dija.

- Ra vo klok ha didoull an hentad-skol a-fed kelenn brezhoneg ha galloeg ag ar skol-vamm d'ar skol-veur. Abalamour d'an dizurzh a-vremañ ne c'hell nemed 13% a skolidi ar skol-vamm moned beteg ar lise.

- Ra vo kroueet ur chadenn ollvrezhoneg, a-sort gant ar pezh a zo bet graet e Bro-Gembre.

- Ra lakay ar Rannvro hag ar c'humuniezhoù lec'hel arall hon yezhoù da voud gwelet ha klevet er spas foran (melestradur, stalioù kenwerzh, treuzdoug boutin, mediaoù a beb sort, ekonomiezh, leziroù, beajoù...).

Evid kas ar palioù-se da benn e rank ar Vretoned boud unanet. Setu perag e kemero perzh BREIZH MESTR WAR HE ZRAOÙ er vanifestadeg-sen ive.

Ar Falz

AFB-EKB

Breizh Impacte

Bretagne Réunie

En-Avant-Bretagne / En-Awen-Breizh

ICB/SUAV

Parti Fédéraliste Européen

Pour la Bretagne !

Voir aussi :
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons