503 vues

Evit ar wech kentañ e oa bodet teir chadenn tele e yezhoù minorelaet, Brezhoweb, Oc tele ha Kanaldude.

D’ar Sadorn 30 a viz Du e oa bet aozet ur vanifestadeg dirak ministrerezh an Deskadurezh Stad, e Pariz. Gant ar c’hannad breton Paul Molac e oa bet lañset an traoù, douget da c’houde gant ar strollad « Evit ma chomo bev hor yezhoù ».

Bretoned, Okitaned, Katalaned, Elzasianed, Korsed, Euskariz, tud eus bro Flañdr, bro Savoa hag an inizi tramor a oa er jeu. 500 a dud a zo bet bodet.

Evit ar wech kentañ e oa bodet teir chadenn tele e yezhoù minorelaet, Brezhoweb evit ar brezhoneg, ÒCtele evit an okitaneg, ha Kanaldude evit an euskareg, evit kinnig deoc'h ar video-mañ !

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus