Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Manifestadeg Roazhon d’ar 17 a viz Meurzh, UDB Kreiz Breizh a c’houl ma vo paouezet gant ar program sevel ar reaktor nukleel EPR

Breizh a zo en em savet dalc’hmat a-enep d’an nukleel. An holl ac’hanomp a zalc’h soñj eus krogadoù kalet Plogoñv. Stourm arouezus tud hor bro ouzh an nukleerien c’hall. Un dra sakr eo deuet da vezañ an nukleel evit an dud-se. Ha kement-se kuit a zivizoù, a dabutoù da

Nil Caouissin pour UDB le 10/03/07 23:21

Breizh a zo en em savet dalc’hmat a-enep d’an nukleel. An holl ac’hanomp a zalc’h soñj eus krogadoù kalet Plogoñv. Stourm arouezus tud hor bro ouzh an nukleerien c’hall. Un dra sakr eo deuet da vezañ an nukleel evit an dud-se. Ha kement-se kuit a zivizoù, a dabutoù da gaout soñj an dud, gant ar c’hoant nemeti da zegas dour da vilin o broadelouriezh ha gant ar brasañ dispriz ouzh hon endro hag hon dazont .

Raktres sevel ur reaktor EPR e Flamanville e Bro Normandi a zo didalvez penn-da-benn. Bout zo dija 58 reaktor nukleel e Bro-C’hall hag ul lodenn eus ar produiñ ( etre 13 % ha 16 % bep bloaz) a vez ezporzhet gant kolloù arc’hant . Ar raktres nevez-se a goustfe 3 million a euroioù, arc’hant foeltret na vije ken.

UDB Kreiz Breizh n’eo ket evit degemer ma vo kendalc’het da verniañ restachoù nukleel a-vil vern e Bro-C’hall ( 1 million a vetrad kub), 90 % eus ar restachoù skinoberius-tre a vez dalc’het e La Hague pe e Marcoule. Degas a reomp da soñj emañ UDB a-enep krenn ma vo douaret restachoù skinoberius e blokadoù maen-greun Kreiz-Breizh.

Gant an arc’hant bras a vez postet evit diorren an nukleel ne vez ket arc’hant walc’h da reiñ lañs d’an energezhioù all o tennañ gounit eus nerzhioù an natur. Gant an nukleel e vez kreizennet pep tra ha n’eus ket plas ken, er pastelloù bro tost eus an dud, evit ar produiñ energezhioù all : rodoù avel, panneloù heol… pe gant an espern energiezh en tier.

Pep kreizenn nukleel nevez savet a zo un Tchernobyl en gor. UDB n’oul ket eus an nukleel, nag an hini sivil, nag hini an arme.

Evit mont da Roazhon, emgavioù, da leuniañ an otoioù, e Karaez da 12e plasenn an ti-gar hag e Rostrenn dirak an ostel Henri IV da 12e 30.

Goût hiroc’h : 02 96 62 06 40

Evit kevrenn UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 3 ?