C\\\'hoarioù a dreist pep tra ha boued evit netra

Marcel Moysan o tisplegañ sklaer abalamour da betra eo ret lakaat al labour douar hag ar boued e kreiz ar jeu.

Redek a rae evit Redadeg 2010, amañ emañ pa vez dav difenn ar yezh, digeriñ un hentenn divyezhek, skoazell ar re a youl vat war an dachenn. Ur wech ouzhpenn, maer Kerien a zo deuet da galonekaat ar re a stourm evit ar brezhoneg e Rieg.

Digoradur ur festival, evel ur bern re all. Met ar pezh a zo souezhus eo klevout aotrou Maer Kerien (29) o tisplegañ e brezhoneg hag e galleg perak eo a-bouez distreiñ d'an dalvoudegezh wirion evit ar boued, ha prederiañ muioc'h war stad al labour douar hiziv an deiz.

En India e vez ul labourer douar oc'h en em lazhañ bep div eurvezh gant round up Monsanto.. E Breizh omp erruet d'ur sifr spontus ivez : un emlazh bemdez (sifroù ur gazetenn labourerien-douar ar sizhun-mañ). Poent eo doujañ ouzh ar re a labour ha kompren an doare da grougañ an dud a glask bevañ o produiñ laezh, kig hag all ... gant ur priz re izel evit bevañ !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...