328 vues

E stal Penn da Benn e Kemperle e vez degemeret tud, arzourien, diskouezadegoù, evel hini Marguerite Paulet Laouen e oa kliented Marijo Mellouet da zizoleiñ un diskouezadeg hag ul levrig bihan

E stal Penn da Benn e Kemperle e vez degemeret tud, arzourien, diskouezadegoù, evel hini Marguerite Paulet

Laouen e oa kliented Marijo Mellouet da zizoleiñ un diskouezadeg hag ul levrig bihan war un dro, goude an diskouezadeg vras oa bet aozet e Kemperle gant an ti kêr, hag al levr bras embannet gant Palantines daou vloaz zo. Breman e c'hell al lennerien yaouank hag ar re all lenn e galleg pe e brezhoneg avanturioù Gondolo gant daou levr embannet gant an embannadurioù Millefeuilles, eus Lann er stêr.

Ha goude bezan displeget an diskouezadeg gant Marijo, setu Nina, he merc'h Nina o lenn pennadoù istor Gondolo. Gant ma vo e Breizh stalioù levrioù ken plijus hag hini Marijo, evit gallout komz e brezhoneg, dizolein traoù nevez, gwelout ingal skrivagnerien, sonerien, ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...