1003 vues

Brav an abadenn, fromus ha gwriziennet er vro

Brav an abadenn, fromus ha gwriziennet er vro.

Un eurvezh hanter abadenn gant ur Yann-Fañch Kemener tost ouzh an dud a responte ingal d'e sonennoù. Mouezh Maria Calvar, Loeiz Herrieu, ha Denise, merc'h Maria o kanañ er fin, a ouie lakaat an dud en o aes gant brezhoneg ar vro, " 'tre n'Arzhanaou hag an Oriant"...

Ha war lerc'h an abadenn, e penn pep hini e chom tonioù Aldo Ripoche, barzhoneg Xavier Grall, hini Naig Rozmor "Daouarn ma zad", tonioù dañs,...

Trugarez d'an Tro Dro ha da arzourien ar vro a oar ar mod da wiskañ tonioù hengounel en dilhad sul !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...