Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Mark Kerrain : “Labour vat a vez graet e KEAV!”
Kastellin—Goulennoù ouzh Mark Kerrain a gelenn brezhoneg e KEAV bep bloaz hag a embann levrioù evit ar vugale hag an deskarded.
Fanny Chauffin Par Festival Taol Kurun le 17/07/13 11:21

TK-: Un doare da adperc'hennañ ar yezh eo staj KEAV Kastellin?

Mark- N 'ouzon ket petra eo «adperc'hennañ ar yezh», met gouzout a ran petra eo deskiñ brezhoneg d’an dud, peogwir e ran abaoe 1969. An holl stajoù zo mat da zeskiñ ar yezh, met n'eus ket gwelloc'h eget ar stajoù a zo e brezhoneg penn-da-benn da zeskiñ kaozeal ... ha n'anavezan nemet hennezh evit ar brezhoneg ... Re all zo?

Ma, evit deskiñ mat ar yezh eo gwelloc’h bezañ en ur mor a vrezhonegerien. Pelec’h e vez kavet an dra-se bremañ? Gwechall e oa an ostalerioù, ar marc’hadoù ha foarioù... pa oan yaouank e oa ar festoù-noz, met bremañ ne vez nemet galleg enne. Evit brezhonegañ n’eus ket gwelloc’h eget ur staj gant brezhoneg hepken, evel KEAV.

TK- Tud o tont eus lec'hioù all, broioù all : piv int ? Perak e vez desket ar brezhoneg ganto ?

Mark – Bep bloaz e weler tud eus Kembre, Rusia, Aostria, Sveden, Izelvroioù, Belgia, Iwerzhon, Bro-Saoz, Stadoù-Unanet. Ur wech e oan bet souezhet o welout ur plac’h oc’h evañ mate, evel an dud e kreisteiz Brazil: ur Gemperadez e oa, deuet eus Arc’hantina. Darn eus an estrenien zo o chom e Breizh hag o deus bugale e skolioù Diwan, darn all zo o chom pell diouzh Breizh.

TK : Kelenner e KEAV, perak ?

Mark – Evit bezañ el lec’h ma vez labouret evit ar yezh, gant an dud a gas anezhi war-raok. Me gav brav ober skol gant tud zo bet studierien din, ha da dud a raio skol vrezhoneg d'o zro......

TK - Plas al lenn hag al lennerien e bedig ar vrezhonegerien : tud deuet, tud yaouank, ar re vihan. Araokadennoù a zo d'ober ?

Mark - An holl vrezhonegerien a zesk dre al levrioù met ouzhpenn gant levrioù e reont : gant ar gomzerien all eo e teskont dreist-holl, ma komzont brezhoneg ha brezhoneg hepken. Gant kanaouennoù ivez, ha se ne glever ket a-walc’h ... Al levrioù ivez zo talvoudus-bras d'an deskerien ... peseurt yezh a c'haller deskiñ hep levrioù? hini ebet ...

Er skolioù bihan, e Diwan dreist-holl, e vije mat ober muioc'h gant al levrioù brezhonek ivez. Spontet on bet er sizhun dremenet pa’m eus klevet, e KEAV, tadoù ha mammoù o lavarout o deus peget brezhoneg war ul levr gallek, e 2013, evit ur skol Diwan! E skolioù Diwan zo e vez prenet levrioù gallek e-lec'h levrioù brezhonek! Un dra bennak a-dreuz zo er vro ... Ne soñj ket renerien Diwan el levrioù, anat eo.

Ne gredan ket e c'hallo ar vugale karout al levrioù brezhonek gant doareoù evel-se. Lennerien vihan hiziv koulskoude a raio lennerien vras arc'hoazh ... Ha ma n'eus ket lennerien ken ne vo ket levrioù ken. ■

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons