Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Marv Per Denez
Ni, izili AFB-EKB, zo o saludiñ memor Per Denez. Hennez en deus gouestlet e vuhez d'ar brezhoneg ha d'hor bro. Stummet en deus kalz a studierien yaouank war
Gwenael Kaodan pour Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 1/08/11 10:23

Ni, izili AFB-EKB, zo o saludiñ memor Per Denez. Hennez en deus gouestlet e vuhez d'ar brezhoneg ha d'hor bro. Stummet en deus kalz a studierien yaouank war dachenn ar Brezhoneg, en ur c'houzout e oa ret ivez enaouiñ enno un emskiant politikel gwirion. A-hend-all e vefe bet skubet kuit e labour abalamour da itrikoù hon enebourien.

Lod, hag int niverus emichañs, zo dija o tamall dezhañ bezañ graet emglevioù gant enebourien hon bro Ni, er c'hontrol, a lavar en deus ranket Per Denez tremen gwech ha gwech all dre henchoù treuz evit tizhout ar pal ha bezañ trec'h ; seurt doare-ober 'vez anvet diplomatiezh. Hag er c'heñver-se arabat deomp ankounac'haat an aotreegezh Brezhoneg a zo bet gounezet a drugarez dezhañ, a drugarez d'e zalc'husted, hep kontañ ar mell labour en deus kaset da-benn evel kelenner.

Lavaromp ivez, evit klozañ, ez eo bet Per Denez ur Breizhad kar-e-vro ma tleomp dougen dezhañ hon doujañs hag istim.


Evit ar burev AFB-EKB, ar prezidant, Jean-Louis Le Mee.

Ar sekretour, Gwenael Kaodan.

Voir aussi :
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons