Put your name here

Dépêche
MARV YOUENN OLIER
MARV YOUENN OLIER (17 C'hwevrer 1923 - 15 Kerzu 2004) [ABP] E Gwaien eo bet ganet Youenn Olier, met abred tre e kuitaas Bro ar C'hap en abeg da vicher e dad. Kaset da vat gantañ studioù klasel eo deuet da vezañ kelenner. Diouzhtu goude an Eil Brezel Bed e savas
Philippe Argouarch
Publié le 19/12/04 7:18 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

MARV YOUENN OLIER (17 C'hwevrer 1923 - 15 Kerzu 2004) [ABP] E Gwaien eo bet ganet Youenn Olier, met abred tre e kuitaas Bro ar C'hap en abeg da vicher e dad. Kaset da vat gantañ studioù klasel eo deuet da vezañ kelenner. Diouzhtu goude an Eil Brezel Bed e savas gant Yann ar Gall (Ab-Sulio) ur gazetennig bolitikel An Avel, an niverenn gentañ a zo deuet e goulou e Gwengolo 1945, met n'eo bet heuliet nemet gant div niverenn. Avel an Trec'h a gemeras e lec'h adalek miz Du 1946. En desped da skoilhoù liesseurt a gavas war he hent a-berzh an amaezierezh c'hall e padas betek 1948. E-pad 60 vloaz e teuas puilh kenañ ar skridoù diwar zorn Youenn Olier ha diaes e ve o venegiñ holl. Kenlabourer feal eo bet da Al Liamm, Preder. SADED.

Emsav, ha liesseurt eo an domanioù bet pleustret gantañ : pennadoù skridvarnerezh, skridoù politikel ha kravezel, kontadennoù berr, kevelennoù, romantoù, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e eñvorennoù a leugn meur a levrenn. E 1969 e krogas da embann ur gelaouenn bolitikel, Imbourc'h, o ton ingal er-maez c'hoazh. Unan eus ambilherion ar yezh arnevez eo bet Youenn Olier ha ne gile morse rak arver pe krouiñ ar gerioù en doa ezhomm evit e labourioù. Un den a youl eo bet ha n'en deus morse dilezet e venozioù politikel ; seurt kalonegezh en deus serret outañ dorioù ar Skol Veur. le la les un de a au des une

mailbox
imprimer
logo
Ur kelaouer ABP lies-mediaou evit Bro Gerne eo Philippe Argouarch. E miz Here 2003 krouet en deus ABP. Da gentañ, webmaster an International Herald Tribune e Paris ea bet, ha da gentañ adarre, unan an tri webmasterioù ar Wells Fargo Bank e San Francisco. Labourat en deus ivez e "start-upioù" hag en ur arnodlec'h enklask e Stanford skol veur (voir le site) ha (voir le site) .
Gwelout pennadoù all gant Philippe Argouarch
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.