Kanfarded ar Chevailher

Setu Kristian Duro ha Yann FLoc\'h o kontañ marvailhoù

Gwechall oa gwechall ha bremañ 'zo un amzer all... Akordeons Yann Floc'h o seniñ gant treujeun-gaol Kristian Duro, gouleier, ul lien du ha setu kaset an daou-ugent a dud e

Gwechall oa gwechall ha bremañ 'zo un amzer all... Akordeons Yann Floc'h o seniñ gant treujeun-gaol Kristian Duro, gouleier, ul lien du ha setu kaset an daou-ugent a dud e bed ar briñsez guzhet dindan kroc'hen ur wiz gouez. A bep seurt traoù e vez kavet e-barzh kontadenn ar Chevailher : gwarizi ur vaouezh kozh, an tri roñfl dindan stumm miz Genver, C'hwevrer ha Meurzh, ar garantez hag ar fealded, hag ur bern arrouezioù ivez : ar wallenn torret e daou, an tog a lak an den da vezañ treuzwelus, hag ar rimadelloù niverus, kevrinus...

Divyezhek eo an abadenn ha marteze e vefe mat gwelout seurt abadennoù aliesoc'h, evit ma c'hellfe an holl kompren an istor, ha lakaat muioc'h a dud da glevout yezh ar vro ha da gregiñ da zeskiñ anezhi...

Kanaouennoù brav a zo bet ivez, hini ar veajour ar goañv 1917, da skouer (sonerezh kompozet gant Yann Floc'h, ha paozioù skrivet gant Kristian). Pe hini evit lakaat ar plac'h nevez da leñvañ devezh an eured... Marvailhoù a vank deomp barzh ar bed-mañ, trugarez Yann, trugarez Kristian ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...