187 vues

C'hoarzhadegoù zo bet disul e sal vihan Pondi : met pelec'h emañ ar gonterien ?

C'hoarzhadegoù zo bet disul e sal vihan Pondi : met pelec'h emañ ar gonterien ?

Poent eo aozañ ur gwir bolitikerezh evit kalonekaat an dud a ra war dro konchennoù Breizh er vro.

Evit ar c'hallaoueg, kudenn ebet ; dek konter, ur yezh yac'h gante, ar c'hoant da c'hoarzhin, hag an arz dre gomz-mañ kalonekaet abaoe bloavezhioù e Redon gant "la bogue d'or", gant konterien brudet evel Albert Poulain, Doue d'e bardono, pe P'tit Louis, pe ur bern tud all c'hoazh.

Evit ar brezhoneg avat, eo a-bouez e vefe e pep skol bugale konterien, konterien o tremen (tud yaouank evel Awen Plougoulm, pe Erwan Hemeury, pe ...), met n'eus ket a-walc'h. Aze n'eo ket desket ar yezh, met adimplijet, en un doare disheñvel bewech, o tennañ gounit eus al lec'h hag eus an dud.

Ar re gozh o deus da zreuskas ur yezh vev ha pinvidik, d'ar re yaouank d'ober gant ar yezh o deus, gant ar c'hoant da strobinellañ daoulagad ha spered an arvesterien. "Ar pobloù hep istorioù a zo kondaonet d'ar marv" a lâre unan bennak...

Trugarez eta d'an eizh bugel eus skol Diwan Kemperle ha d'an daou gonter eus bro Melrand hag eus bro Leon o doa lakaet ar sal da c'hoarzhin, ha da lakaat bugale ha tud kozh da vevañ ur pennadig prizius asambles.

Konterien ha kontadennoù (e urzh ar video)

  • Lila, Soig, Nina hag Eloise : ar sorserez vor (bro Skos)
  • Youenn ha Tristan : forest an Heddad (Norvejia)
  • Gurvan : ar graonenn galvez (Norvejia)
  • Ulrik : galetezenn ar Roue (Ijinet gantañ)
  • Marc Paugam : ar c'harr nij low cost
  • Raymond Le Ruyet : Marijejeb hag an eskob

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...