Put your name here

Merc'h an Eog : diriaou noz e Montroulez
Goude un hir a droiad e Kembre, abadennoù e Brieg ha Brest, setu abadenn diwezhañ ar strollad
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 21/11/16 21:16 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Goude un hir a droiad e Kembre, abadennoù e Brieg ha Brest, setu abadenn diwezhañ ar strollad e Montroulez Pennadoù e The Guardian, pennadoù e Ouest France : war a seblant eo gwelloc'h d'ar vrezhonegerien mont d'ober o soñj er sal e lec'h selaou pe lenn ar bismigerien a gav start bout stag ouzh selaouelloù pa ne gomprenont nag ar c'hembraeg nag ar brezhoneg...

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 3 commentaires
  Maneguen
  le Mardi 22 novembre 2016 18:40
Theatr PIBA., meneget eo ganto war o lec'hienn ez eo aotreet adalek 13 vloaz. Diskouez a ra anat n'eo ket tre evit an holl skolajidi ha padal eo bet kaset skolajidi dindan 13 vloaz eus skolaj Plijidi da sellout ouzh ar pezh hudur-mañ.
N'hon eus ket c'hoant, ni, kerent, ez afe hor bugale da sellout ouzh seurt abadennoù.
Ne oa ket bet kelaouet ar gerent e oa anv a heñvelreviadezh. Petra oa pal an abadenn-se, a-fed raktres kelenn ? Da betra 'ta kas tri live eus ar skolaj d'he gwelout ?
Heñveldra gant ar film Tomboy e skolaj Roparz Hemon Brest
Diwallit hor bugale diouzh ar sotonioù-se, mar-plij ! Ezhomm hon eus-ni, tud ar vugale, da c'hallout kaout fiziañs er skolioù Diwan ; a-walc'h a draoù euzhus a c'hallont gwelout pe glevout e kement lec'h a zo; ar skol he deus da bal lakaat anezho da zeskiñ, da labourat ha da brederiañ, ha n'eo ket distummañ o speredoù.
(0) 
  Dizoue
  le Jeudi 24 novembre 2016 14:16
"N'hon eus ket c'hoant, ni, kerent, ez afe hor bugale da sellout ouzh seurt abadennoù. "
1-Marteze e vije bet gwelloc'h deoc'h sinañ an dagadenn-mañ. Ne oa ket ken spontet ar mabig jesus gant ar Romaned.
2-Kinnig a ran deoc'h klask titouroù (war ar rouedad, da skouer : (voir le site) Gant an titouroù se, e c'hell pep hini difenn d'e vugale mont da welout traoù "ken heugus"
3-Laouen on e vez kinniget seurt abadennoù d'am bugale... dreist holl pa lennan ho c'homzoù. Respont a ra d'ar goulenn ho poa savet (" Petra oa pal an abadenn-se, a-fed raktres kelenn ?")
4-M'ho peus c'hoant klemmichal, kit d'an iliz pe d'ur lec'h gouestlet d'ar re a-seurt ganeoc'h. Pe skrivit ul lizher d'ar skolaj evit rein aotre d'ho pugale chom er c'houskva o lenn ar bibl. Mod-se e vo prederiet ganto, desket traoù (soñjal a ra din ez eo kalz dedennusoc'h ar pezh zo bet graet gant izili ho sektenn goude (lazhadegoù, jahinerezh, kenlabourerezh gant diktatourien, ha kement zo)... 'Fin... an holl vo laouen
(0) 
  Maneguen
  le Lundi 28 novembre 2016 16:46
Da "Dizoue". Respont a rin poent ha poent.
1. N'eo ket va c'hasadenn gentañ un dagadenn : hepken ur stadadenn. Ha sinet eo ganin. C'hwi avat ne sinit ket !!
2. ar stadadenn a zo : difennet eo dindan 13 vloaz met kaset eo bet bugale yaouankoc'h. Ha dlead ar skolaj e oa hag ivez PIBA kelaouiñ ervat ar gerent danvez gwirion ar pezh : an heñvelrevouriezh.
3. Laouen omp ivez o welout e tiskouezit d'an holl ho tremm gwirion : ne zoujit ket ouzh gwirioù ar gerent a zo e karg EZ-NATUREL da wareziñ o bugale a-enep hollveliouriezh hudur tud 'zo...
Devezh mat deoc'h (gwechall e brezhoneg e oa tu da lavarout "Doue d'ho pennigo" hep bezañ kunujennet ha ne fell ket din ho lakaat da bec'hiñ c'hoazh, salokras !)
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.