Dindan ar glav, plijadur oa memestra !
Dindan ar glav, plijadur oa memestra ! © Domaine public
Merc'hed Kemperle : Rosies bro an Aven !

Réalisation : tv bro kemperle- fea – 214 vues

E Kemperle hag e lec'h all emañ ar merc'hed o tañsal, o kemer ar mikro, o lavarout pegen diaes eo koshaat e Bro C'hall...

E Kemperle hag e lec'h all emañ ar merc'hed o tañsal, o kemer ar mikro, o lavarout pegen diaes eo koshaat e Bro C'hall...

Gant ar "Rosies" e oa bet kroget ar stourm e bloavezhioù 2019. Kenderc'hel a reont gant un ton "ni a fell deomp bevañ", hag a ra berzh e pep lec'h en Europa, hag e bro C'hall. Laouen, leun a livioù, gant manegoù labour roz ha melen, gant dilhad labour, setu int oc'h aloubiñ ar straedoù, o kanañ, o tañsal. Meur a 60 lec'h a zo bet "aloubet" gante, gant tud a ya da zañsal ganto, e gourmarc'hadoù, war ar pavez... Pleustrit, dañsit, kanit, evit skarzhañ kuit al lezenn direizh : "ni a fell dimp kaout amzer evit ober war dro ar vugale vihan, evit bevañ, ket treuzvevañ ..."

Brav an abadennouigoù a zo e pep lec'h, ha brav diskleriañ splann eo direizhoc'h c'hoazh al lezenn evit ar merc'hed : leve kalz izeloc'h eget ar baotred, skuizhder e micherioù ar yec'hed, en uzinioù...

Gant ma vo klevet galv ar merc'hed, gant pennoù bras Pariz !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...