150 vues

Er gêr e vez komzet euskareg d'ar vugale e lod eus familhoù Euskadi.

Er gêr e vez komzet euskareg d'ar vugale er familhoù mennet, bet skolidi o zud e Seaska, hag er familhoù o deus adperc'hennet o yezh, bet kentelioù noz (AEK) gant o zud hag un nerzh divent enne alies.

Hozta, kêriadenn 600 ene enni. Un ti e-kreiz ar gêriadenn, bet un ostaleri gwechall. Hiziv an deiz e vev ennañ tiegezh Asisko, treser brudet e bro Euskadi, graet gantañ ar film "Garxtot", bannoù-treset, luddresadennoù...

Euskareg yezh an ti, yezh ar vignoned, yezh ar re vihan hag ar re yaouank. Met diaes e vez gant an amezeien a oar ar yezh ha n'o dez ket re c'hoant da gomz gant an estrañjourien-se, nevez-deuet d'en em staliañ eno. Ha da Zevezh ar redadeg, n'a ket an amezeien-se da redek. Chom a reont er gêr. Ar re nevez-deuet eo a ya da redek, ar re-se hag a vez o teskiñ ar yezh hag a zo deut... eus Bourdel.

Ne vern, selaou plac'hig Gexi o kanañ meur a don en euskareg, n'eo ket ur burzhud, a ro spi d'an holl re a stourm evit ar yezhoù bihan. Hag ur c'hoant eo, ur c'hoant don en dud o deus dibabet komz yezh ar vro, ha setu tout.

Ar video : chug karotez graet gant Leixa hag Asisko (ur sitroñsenn, avaloù ha karotez e-leizh), ha da c'houde, an abadenn "pastorala" gant ar vugale o tañsal hag o kanañ.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...