Liseidi Diwan : diwan, un evn, ur raden, ur vag ?

Distro-skol e Karaez, un digarez evit goulenn gant pep hini e soñj diwar skeudenn Diwan.

Eil devezh goude an distro-skol. Kroget ar c'hentelioù. En oaled, pemp den aterset ...

E klas Termen ha Kentañ emañ ar pemp lisead a zo deuet da respont da goulennoù reportourien an ABP.

Liseidi evel ar re all ar re zo e Diwan ? Ya pe pas ? Fent a zo ganto atav. Daoust d'an niver a dud a zo skoliataet e brezhoneg (galleg : 250 000 er privez, 250 000 er publik, hervez sifroù Akademiezh Roazhon / Diwan : 3000, gant 4,7% a gresk) eo souezhus da welout an nerzh hag ar mignoniezh vras a zo etrezo. Fizians en dazont, barzhoniel-kenañ ar sell ouzh Diwan : un ti leun a livioù gant bugaligoù, un evn o veajiñ etre bro Euskadi ha bro Gembre, raden Anjela Duval, pe c'hoazh ur vag a ya war raok ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...