Plasenn sant Korentin, leun chouk
Plasenn sant Korentin, leun chouk © Domaine public

Deuet e oa familh vras ar vrezhonegerien gant dilennidi ar vro, gant Prezidant ar Rannvro : ne c'hello ket tud ar gouarnamant chom hep kemer e kont ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh ha tout al labour graet e brezhoneg hag evit ar yezhoù Breizh abaoe bloavezhioù

Deuet e oa familh vras ar vrezhonegerien gant dilennidi ar vro, gant Prezidant ar Rannvro : ne c'hello ket tud ar gouarnamant chom hep kemer e kont ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh ha tout al labour graet e brezhoneg hag evit ar yezhoù Breizh abaoe bloavezhioù

Leun chouk plasenn Sant Corentin, Loig Chesnais Girard, Troadeg, Le Fur, maerez Kemper, ... Dilennidi mennet evit diskouez nerzh ar Vretoned, ar familhoù, ar vugaligoù da genderc'hel gant ur yezh tonket da vervel. Ret e vo labourat, unvan, evit mont war raok, adlakaat a yezh LV2 ar brezhoneg el lise, adlakaat an opsion gallaoueg en holl liseoù e lec'h e vo posubl (17 lisead e lec'h 200 ar bloaz-mañ), diskouez c'hoazh hag adarre eo kalz barrekoc'h e yezhoù bugale bet skoliataet e brezhoneg, kalz digoroc'h war ar bed.

Pet manifestadegoù c'hoazh evit ma vefe doujet ouzh gwirioù an dud ha ne gomzont ket 'met galleg e bro C'hall. Poent eo d'ar Stad kreizennet kompren eo pinvidik ha brav ar pezh a vez kinniget amañ ha n'eo ket ur "repli identitaire", met ar c'hontrol !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...