Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Miz ar varzhoniezh : Karantez

Trede barzhoneg lavaret ha skrivet gant Mai Ewen : istor ur plac'hig en amzer nevez

Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 18/03/13 12:38
:
Réalisation :

Trede barzhoneg lavaret ha skrivet gant Mai Ewen : istor ur plac'hig en amzer nevez

Piv en deus kanet ar garantez ? Ar vreudeur Morvan gant "Karantez, karantez, I love you, you love me " ? En un doare siriusoc'h, Youenn Gwernig, ha nevez ' zo, kan brav ken-ken Enora de Parscau "da garout a ran, ma gwaz...".

Penaos skrivan traoù ken tener, ken dous, ken kreñv ? M'ho peus barzhonegoù brav, kasit anezho, skrivit anezho war lerc'h ar pennad-mañ. Hag adlennit Naig Rozmor, ken brav e skridoù war an tem-se.

Ha kit ivez war lec'hienn Plijadur : (voir le site)

KARANTEZ.

E koun Anjela DUVAL

D”am zud, d’am familh

D’am mignoned

Me’zo ganet e koulz ar goañv

Pa c’harm en noz al labous-friz

Souchet war skourrenn an dervenn

Pa luc’h stered a viliadoù.

Kentañ trouzig em eus klevet

Gouel ma Mammig, he c’horf roget.

Ma gwelet ‘n eus skol Sant-Alar

Plac’hig sentus ha disentus

Pelerinenn zu, botoù koad,

Dindan marzh ar pevar amzer.

Ar barzhoneg kentañ desket

‘ zassono atav em spered.

Kouezhet e karantez en hañv

An hini nemetañ karet

‘ hadas greunenn ma bugale

‘barzh ma c’horf yaouank entanet.

Daoust d’ar gozhni ‘ krommañ hor c’hein

Karantez vev da virviken ?

Bevet ‘m eus ar pevar amzer,

Em ene barzhoniezh e-leizh,

Frond ar bleuñv leun ma fronelloù,

Ha bravder ar voc’hruz divezh.

Dudiusañ kan ‘m eus-me karet

Richan ‘r pintrig er c’hleuz manet.

AMOUR (affection, charité !)

Je suis née pendant l’hiver

Quand gémit dans la nuit la chouette-effraie

Blottie sur la branche du chêne,

Quand étincellent les étoiles par milliers.

Le premier bruit entendu,

Le pleur de ma mère, son corps déchiré.

L’école de Saint-Alar m’a vue

Fillette obéissante et désobéissante,

Pélerine noire, sabots de bois

Sous la magie des quatre temps.

Le premier poème appris

Résonnera toujours dans mon esprit.

Amoureuse en été

Le seul jamais aimé

Sema la graine de mes enfants

Dans mon jeune corps enflammé.

Malgré la vieillesse qui courbera notre dos,

Amour vivant pour toujours ?

J’ai vécu les quatre temps,

La poésie toujours en mon âme,

l’odeur des fleurs dans les narines,

Et la beauté du rouge-gorge effronté.

Le plus beau chant aimé,

Le gazouillis du pinson dans le talus moussu.

Mai Ewen, 2012

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?