
Emgav ispisial eus ar c’hlub lenn Al lipouserien gerioù e mediaoueg ar Gapusined
Da 5 eur e vo graet anv gant Malo Bouëssel du Bourg eus al labour a embanner en deiz a hiziv o tennañ splet eus ar skiant prenet gant an ti embann Al liamm. Ha da 6 eur e tegemerimp Fulup Lannuzel evit eskemm gant ar strollad lenn diwar an danevell Pont an Diaoul tennet eus e levr kentañ Koroll an dasoc’h embannet gant Al liamm e 2020. Mediaoueg ar Gapusined, 25 straed Pontanioù, Brest Digoust ha digor d’an neb a gar eo / Pass yec’hedel dleet
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !