Bep bloaz e miz Meurzh e vez lidet mizvezh ar brezhoneg. Abadennoù hag emgavioù a bep seurt a vo kinniget deoc’h e Breizh a bezh ... enlinenn ar bloaz-mañ !
Adkavit programm abadennoù Ti ar Vro Gwened
//Abadenn lenn e brezhoneg evit ar vugale// D’ar Merc’her 17 a viz Meurzh - 5e00 gm E kreiz mizvezh ar brezhoneg ha da geñver Meurlajez e vo kinniget gant Div Yezh Gwened ha Ti ar Vro Gwened un abadenn lenn abomoù e brezhoneg evit ar vugale. War tem an dilhad. Kinniget vo al lennadenn gant Anaïs Scornet. => war-eeun eus pajenn facebook Ti ar Vro Gwened
//Sketch "Laeroñsi taolenn Dürer// D’ar merc’her 24 a viz Meurzh - 5e00 Kinniget gant strollad kentelioù noz gant Paskaëll Durand e Ti ar Vro Gwened (live 2). Sketch diwar-benn un enklask polis gant an enseller Frifurch. Filmet eo bet er gêr gant pep hini. => Da sellet war chadenn Youtube Ti ar Vro
//Atalieroù ar Merc'her// Tutoioù video kinniget gant strollad kentelioù noz live 2 Ti ar Vro. Penaos ober war dro ur velo / keginañ / aozañ produioù an ti. => Da sellet war chadenn Youtube Ti ar Vro
//Prezegenn gant Yann-Glaod ar Ruied// d'ar Gwener 26 a viz Meurzh Evit prezantiñ al levr Le breton : des dialectes à la langue écrite, bet embannet gant Skol Vreizh e 2019, diwar kennigoù Albert Boché. Prezegenn e galleg da 5e00 d'abardaez / Prezegenn e brezhoneg da 7e00 noz => war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Gwened
//Dorioù Digor skolaj-lise Diwan Gwened// d'al Lun 15 a viz Meurzh(skolaj)ha d'ar Meurzh 16 a viz Meurzh (lise) da 6e30. Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan a zo plijet é pediñ ac'hanoc'h d'e dorioù digor enlinenn Ar blez-mañ e vo dizoloet ar skolaj-lise dre visio. Ar raktres pedagogel, ar vuhez er skolaj-lise, ar 6vet pe an 2vet klas a vo kinniget deoc'h get ar skipailh renourezh, ar penngasour, ar benngelennourion, ha skolajidi pe liseidi. Ho koulennoù a c'helloc'h sevel dre ar c'horn flapiñ e-pad ar prezegennoù. Dait e darempred geneomp evit kaout ar programm hag ar mod ober : skolaj.gwened@diwan.bzh
//Prizioù 2021: Ti ar Vro Gwened ragdibabet// Er rummad "kevredigezh" evit ar c’hentelioù kanañ (bugale ha tud deuet) ha brezhoneg aozet enlinenn e-pad ar mareadoù kenfinañ. Ar Prizioù zo aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg ha roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg. Evit gouzout disoc’hoù ar Prizioù 2021 notennit a-vremañ daou emgav : d'ar Gwener 26 a viz Meurzh adalek 8e30 noz war ar web ha d'ar Sul 28 a viz Meurzh da 10e10 war France 3 Breizh.
Adkavit tout ar programm war : Chadenn Youtube : Pajenn Facebook :
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !