Atersadenn Molac ba 5/7 Frañs Inter

8049 vues

Diaes e oa da blac'h ar radio distagañ ar ger "Fañch", met sklaer ar paozioù gant an depute Molag !

Diaes eo da dud ar radio distagañ ar ger "Fañch",met sklaer ar paozioù gant an depute Molag !

Setu diverradenn an eskemm, gant ur gazetennerez a glaske lakaat an depute diaes. Met n'eo ket deuet a-benn d'hen ober.

FI - Hag ur redi e vo lakaat panelloù divyezhek ?

PM - Ne vo ket ur redi, met ne vo ket tu da vont a-enep.

FI- Ha barzh ar skol ?

PM- An hentenn divyezhek dre soubidigezh a vo aotreet er skolioù publik,ar pezh a zo nevez flamm.

FI- Konvension Stad ha Rannvro ?

PM- Kinnig d'an holl dud o deus c'hoant (7% en ur c'hlas divyezhek), met 40% eus ar gerent o dije c'hoant skoliata anezho.

FI- Met penaos stummañ ar gelennerien ?

PM- E Gant stummadurioù nav miz e Breizh, da skouer.

FI- Ha penaos 'peus desket ar brezhoneg ?

PM- Gant kentelioù noz.

FI- Komz a rit bzh gant ho pugale ?

PM- Cheñchet 'meus yezh gant ma bugale.

Ar skol a zo ret da gaout evit komz brezhoneg. Digalonekaet e oa bet an treuzkas familh.

Ar skol a vo a-bouez.

FI- Pegement a yezhoù a zo e bro C'hall ?

PM- Euskareg, okitaneg, brezhoneg, katalaneg a vez kelennet. Ar re all a zo en arvar bras da vont da get.

FI- Ha grevus eo ma yae da get ar yezhoù ?

PM- Ya, grevus eo.

Pa z'on fromet e teu ar brezhoneg din a-raok ar galleg.

FI- Evit Blanquer ar soubidigehz a zo ur "separatisme" ?

PM- Liesyezhek eo ar bed, ne c'hell ket Blanquer kompren. Diaes eo d'ar stad c'hall kompren.

Emaomp en ur bed liesyezhek, ma bugale a oar peder yezh, peogwir int tremenet dre Ziwan. Ha dispar eo.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...