Put your name here

Herve, ur skrivagner uvel ha plijus
Herve, ur skrivagner uvel ha plijus

Chronique
Mont gant an hentoù, levr nevez Herve ar Gall
Deuet e oa Herve Ar Gall da Gemperle, e stal levrioù Penn da benn evit kontañ kaoz diwar e levr diwezhañ.
Chronique de Tvbro kemperle

Publié le 31/01/22 14:40 -- mis à jour le 02/02/22 19:28
Herve Le Gall : emgav dreist e stal Penn da benn :
Réalisation : fea - tvbk
(99 vues)

Deuet e oa Herve Ar Gall da Gemperle, e stal levrioù Penn da benn evit kontañ kaoz diwar e levr diwezhañ. Met ouzhpenn da se e oa bet bevet ur pennad fromus gant an holl berzhidi kar skolaer kentañ skol Diwan Kemperle e oa bet Herve. Eñvorennoù e leiz, "brezel ar skolioù" etre Diwan ha skolioù publik kêr Kemperle, ha war lerc'h afer ar c'hantin, skoazell an holl skolioù Diwan e 1994 evit smont da sikour ar skol en arvar, ... ha ganedigezh ur festival, Taol Kurun, bev c'hoazh 27 vloaz goude. Ur filmig sevenet gant Marido Le Guillou a ziskoueze digoradur ofisiel ar skol e 1989 gant Savin, Ar Peñseg, ha dilennidi ar vro pa oa tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg.

Met goude 17 bloavezh e Kemperle, aet e oa Herve da Garaez evit mont betek e leve.

Desket gantañ ar brezhoneg da 14 vloaz a-drugarez da Skol Ober (d'ar mare se e veve e kichen Sant Brieg), tapet ar vachelouriezh he diplomoù skol veur dre lizher, setu ur vuhez nevez goude hini skolaer : istorour ar vro, gant tri levr embannet (ha n'eo ket echu), danevelloù ivez, a gont istor ar Vretoned mare ar Bonedoù ruz (gant komzoù gwir, ha fedoù gwir), Loeiz XV, ar brezel vras, an eil brezelbed.

Ur stourmer eo Herve ivez : UDB, Aita, ha kement zo tout evit difenn ar brezhoneg gant gwaskerezh spontus a zo eus perzh ar stad : manifestadegoù, aloubadeg Radio Bleu Breizh Izel, ...

Hag ur skrivagner gant ur bluenn fin, tapet ar priz Langleiz gantañ e 2003, priz kêr Karaez e 2011, c'hoant gantañ da zreuzkas ar spered stourm, hag ar fed e oa (hag emañ) tud kalet, gouest da cheñch an traoù : mare ar Bonedoù ruz e Groñvel. Piv oar e oa ken kreñv gallout ar ar beisanted a oa deuet a-benn da skarazhañ an noblañsed eus o c'hastell ?

Lennit "Mont gant an hentoù" ha dizoloet e vo ganeoc'h tammoù istor Vreizh hag ivez tammoù istor Herve o vont da besketañ 20 kilo loened a bep seurt e bae Sant Brieg, lapined gant ur fured, gouest da lazhañ gant e dad razhed a chome dirak an ti evit spontañ tud an iliz o tont d'an oferenn... Ha pennadoù erotek ivez, A bep seur livioù a zo gant an dastumad danevelloù-mañ, evel golo al levr !

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.