Sonerien bagadoù b'an Oriant : ur mor a dud

Sonerien ha danserien evit dibunadeg an Oriant disul noz.

Ur wech ouzhpenn en deus graet berzh an abadenn digoust a vez pep sul noz kentañ er festival.

Brav an amzer d'ar sul 8 a viz Eost b'an Oriant, tud diniver war ar straedoù, touristed ha tud ar vro, laouen ha lorc'h enno da welout kement-se a Vretoned o seniñ hag o tibuniñ en Oriant, bagadoù ha kelc'hioù mesket, tud bro Vigouden gant tud an Aven, Tregeriz, Gwenediz, tud gwisket mod ar vro giz gwechall, 'giz vremañ ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...