125 vues

Un daouad brudet-mat bremañ ha kroget o deus da ginnig un abadenn nevez evit ar vugale. Aet kuit Marie Jozeb, "klañv bras barzh he gwele", ha setu ar c'hilog kollet gantañ e dog, ar c'hazh, ar pemoc'h...

Gouel ar vugale, se zo un dra nevez b'ar vro. A-raok e oa ur fest deiz, gant tud deuet, kozh a-walc'h.

Ur bariadenn eo gant tud ar vugale Diwan Kemperle da lakaat ar vugale war ar stern, da ginnig dezho stalioù, hag un abadenn evit echuiñ. N'eus ket kalz a abadennoù hiziv an deiz evit ar vugale : c'hoariva (re nebeut : strollad Kallag, Strollad ar Vro Bagan, Erwan Hemeury, ...) n'eus ket a-walc'h, hag evit ar 17 000 bugel skoliataet e brezhoneg e vez kanet gant Jakez ar Born ha Perryn, Katell Kloareg ha Fred, Mona Jaouen, Jean-Luc Roudaut... Ha pa vez prientet an abadenn er skolioù, pa vez klevet ar vugale o kanañ "ul loen bihan o vont d'ar skol" asambles, pegen bravoc'h eo eget bugale o redek ha kerent diseblant !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...