Internet d'an 19 a viz C'hwevrer 2013. Mozilla a ginnig Firefox 19. Heuliañ a ra an diazezadenn he frammad amzer evit kinnig handelvoù stabil d'an arveriaded.

Internet d'an 19 a viz C'hwevrer 2013. Mozilla a ginnig Firefox 19. Heuliañ a ra an diazezadenn he frammad amzer evit kinnig handelvoù stabil d'an arveriaded. Gant enkorfadur PDF.js, ul lennerez restroù mod PDF e JavaScript hag e HTML5 ez a an handelv-mañ da vezañ divoutin. Dre skor PDF.js e vez skrammet ar restroù mod PDF gant ur berzhded heñvel ouzh hini Adobe Reader. An hevelep arc'hwelioù ez eus gant al lennerez nevez (pajenn war-lerc'h, pajenn gent, klask, ussked ar gerioù kavet, zoum, hag all). Hervez ijinourion Mozilla e vez pellgarget diarvar ha skrammet buan ar restroù. Evit paotred an diorren :

  • an diveugerez zo barrek da baoueziñ war un nemedenn
  • ar penel web a-bell (Remote Web Console) a c'hall bezañ kennasket ouzh Firefox war Android pe Firefox OS
  • ereoù mod CSS ar penel web en em zigor e-barzh embanner ar stiloù
  • un diveugerez ez eus bremañ evit an dud a grou askouezhioù