Mozilla Firefox e brezhoneg  handelv 5.0
Mozilla Firefox e brezhoneg handelv 5.0

Aet oc'h skuizh gant ho meziantoù e galleg ? Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc'h handelv Firefox nevez e brezhoneg !

Aet oc'h skuizh gant ho meziantoù e galleg ? Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc'h handelv Firefox nevez e brezhoneg !

Gant an handelv-mañ e teu d'an Diazezadenn vMozilla an dro da lakaat he c'helc'hiad diorren nevez da vont en-dro. Gant ar c'helc'hiad-mañ e vo kinniget keweriusterioù nevez aliesoc'h. Drezañ ho po tro da brouadiñ an handelvoù da zont en ur ober gant an handelvoù « aurora » ha « beta » (lennit http://www.mozilla.com/br/firefox/channel/).

Gant Firefox 4 e oa bet gwellaet skor an HTML5 ha CSS3, ardoerezh an askouezhioù ha skor WebM ha WebGL. Gant Firefox 5 e teu ardoerezh ar bliverezhioù mod CSS.

Dre labour Kevredigezh An Drouizig emañ ar brezhoneg e-touez yezhoù kefridiel Diazezadenn vMozilla. Gant Windows, Mac pe Linux e vez kantreet war Internet e brezhoneg ! Trugarez vras da vMichel a ra war-dro meziantoù Mozilla evit An Drouizig !

Pellgarget e vez an handelv 5 diwar ar bajennad amañ dindan : http://www.mozilla.com/br/firefox pe hizivaet e vez ho handelv 4 dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.