Clip-Tract
D\'ar mare e lider ar Prizioù evit ar Brezhoneg war France 3 Breizh dav eo embann sklaer plas truezus hor yezh war ar skinwell hag embann ivez stad ar yezhoù all en Europa ha Bro-C\'hall e keñver ar skinwell :
– Galizeg : 168 eurvezh / sizhun
– Euskareg (kreizteiz) : 168 eurvezh / sizhun
– Gouezeleg (Bro Iwerzhon) : 35 eurvezh / sizhun
– Kembraeg : 36 eurvezh / sizhun
– Kataloneg (kreizteiz) : + 168 eurvezh / sizhun
– Korseg : 28 eurvezh / sizhun
– Brezhoneg : 1 eurvezh 1/2 / sizhun
ha troc\'het eo bet e Liger-Atlantel e 2002.
– Gallaoueg : Netra
Anvet on bet evit ar Prizioù ar bloaz-mañ (nac\'het \'m oa bet ar priz e 2001 evit ar memes abeg).
Trugarekaat a ran ar juri, ne \'m eus netra a-enep hinienn-mañ-hinienn o labourat en France 3.
Dougañ \'ran klemm, e gwirionez, a-enep ar politikerezh renet gant ar Stad e keñver ar Brezhoneg.
Setu, savet ur son : \"Gwerz ar skinwell e Breizh\".
Bernez Tangi.
Brav an abadenn e Roazhon memestra gant kalzig a dud interessant
Mousc'hoarzh Goulwena an Henanff, prezegennoù brav Visant Abaziou, gerig leun a traoù positivel Lleuwen Stefan, aet eo ganti ar maout evit ar bladenn gwellan ar bloaz, ... peadra da vezañ laouen. Bedig bed ar brezhoneg a zo o kreskiñ tamm ha tamm, war ar rouedad, gant ar re yaouank, gant ar babigoù (pegen drol e oa klevout tud magourioù Gwened o komz ... en galleg), gant kalzig a dud memestra.
Ha Bernez ? Chomet er gêr, met komzet a zo bet diwar e benn meur a wech gant Visant, Lleuwen, ha Bernez Rouz da ouzhpennañ : ne c'hell ket ar fuzeen kaout 300 estaj, tamm ha tamm e vez graet e bragoù da Yann. Ya, met ken berr eo e bragoù, just a-walc'h ...
Commentaires (2)
Un den kouraj tout, m'el lâr deoc'h !
Ha petra lâr ar re all \"nominet\" ?