A-enep diskar ar C’hreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret an Tiez-Post ! D’ar Sadorn 12 a viz Mezheven 2004 14 h. e Langoned. Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da sevel ur c’henstrollad a-benn manifestiñ a-gevret a-enep serradur an Tiez-Post e kreiz Breizh. Gwareziñ ha diorren a vennomp : - ar servij foran
A-enep diskar ar C’hreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret an Tiez-Post ! D’ar Sadorn 12 a viz Mezheven 2004 14 h. e Langoned. Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da sevel ur c’henstrollad a-benn manifestiñ a-gevret a-enep serradur an Tiez-Post e kreiz Breizh. Gwareziñ ha diorren a vennomp :
- ar servij foran tost d’an dud, evit an holl ;
- ingaladur ar pinvidigezhioù hag an arc’hant foran ;
- an oberiantiz zo diwar ar maez dre ur politikerezh e-sell terkañ ar vro war-bouez servijoù publik miret ;
- ar boblañs gouzañvet evel-se gant falloni ar gapitalouriezh : dismantroù sokial, sevenadurel ha tremenvan ar vro.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !