Naig hag ar falzerien OGK e burev rener ar CECAB e sant Alouestr
Naig hag ar falzerien OGK e burev rener ar CECAB e sant Alouestr

Piv eo Naig ar Gars ? Ur guzulierez rannvro, kannadez UDB, a stourm war bep dachenn, ha diriaou e oa e burev rener CECAM, o c'houlenn groñs ma vo Breizh ur vro hep OGK. Pennad-kaoz ganti.

ABP - Ar stourm a-enep an OGK e Breizh : un dra nevez eo evidout ?

Naig ar Gars - N'eo ket. Dibaoe ma'z eus anv eus an OGK, hon eus stourmet a-enep, e Breizh hag er Rannvro. Eno e oa bet kemeret an diviz e miz Here 2004, anvet "adalek ar parkeier betek an asiedoù". Ha setu an destenn bet embannet gant JY An Drian d'ar mare-se :

http://www.consommersansogmenbretagne.org/

STURLEVR HEP OGK E BREIZH

Un tamm mat eus dazont al labour-douar hag ar gounezvouederezh e Breizh a vo savet dre forzh strivañ evit ar c'halite, war gement tachenn zo. Setu perak e ouestl ar C'huzul-rannvro

skoazellañ al labourerien-douar vreizhat a ra diouzh diarbennoù mat koulz evit al labour-douar hag evit an endro (MAE), e harp diorroadur al labour-douar biologel pe ar sevel loened gant geot, hag e vroud diorroadur an arouezioù ofisiel a galite (AOK, labelioù).

Al labour evit Breizh hep OGK, adalek ar parkeier betek an asiedoù, a vez graet penn-da-benn hervez ar memes doare da welet an dazont. Da bep live e vez kaset da benn : e Breizh, asambles gant an holl obererien empleget, e Frañs, gant Kevredigezh Rannvroioù Frañs, hag ivez en Europa, ma'z omp engouestlet mat e Rouedad an 49 rannvro eus Europa frank hag OGK. E-touez an traoù bras zo da brederiañ warno emañ tiketennadur ar produioù deveret diouzh loened maget hep OGK, talvoudekadur ar strivoù graet gant ar genadoù, pe levr glas Bodad europat a-zivout kalite ar produioù hon eus pledet gantañ.

Hogen, an engouestl-se ne dalvezfe ket da galz a dra hep skoazell ar vevezerien a sell ar c'hudennoù-se outo da gentañ penn. Se zo kaoz ez adembann ar C'huzul-rannvro ar sturlevr-se : gantañ e c'hallo pep hini divizout debriñ boued hep OGK gant e ouiziegezh. Gant an diviz-se e vo kreñvaet al labour-douar padus hag a galite e Breizh, evit mad an holl deroueroù hag an holl geodedourien.

ABP- Ar pezh a zo bet graet d'ar 5 a viz Mae e St Allouestr : hag efedus e vo seurt abadenn evit lakaat an traoù da vont war-raok ?

Naig ar Gars Just a-walc'h, aze e fell deomp mont pelloc'h evit an diskleriadurioù ha diskouez frankoc'h hon enebiezh d'an OGK ha d'an embreregezhioù a bled ganto. Seurt oberiadenn a lak war-wel kudenn an OGK hag a zegas an diviz dirak an holl.

ABP - Petra eo pouez strollad Udb-Ar Re c'hlas evit klask cheñch hent ar Rannvro a zo kentoc'h evit kalonekaat al labourerien-douar hag an embregrezhioù bras ?

Naig ar Gars - Nebeut e gwirionez, met ne vir ket da ober al labour : kenskoazell gant ar stourmerien a-enep OGK hag evit al labour-douar en ur mod all. Enebiñ ouzh an tu kreñv ivez pa vez kemeret gantañ diarbennoù fall ha klask cheñch anezho dre ginnig mennadoù. Fellout a ra deomp bezañ mouezh ar stourmoù rak a-wechoù ez omp klevet ha selaouet muoic'h.

ABP - Peseurt dazont e welez evit Breizh : gant OGK ? Hep ? Un nebeud anezho?

Naig ar Gars - Hep a OGK evel-just. Evit ar session o tont, emaomp o prientiñ ur mennad a vo kinniget da votiñ a-benn :

  • goulenn ur gourzez (moratoire) diwar-benn an OGK
  • tikedenniñ ar produioù OGK enno
  • difenn e vefe OGK evit arouezioù ofisiel a galite (labelioù, AOK...) ha produioù "merk Breizh", anezhañ broudet gant ar rannvro.

War hir dermen, e c'houlennomp atav an emrenerezh e Breizh evit divizout ar pezh 'zo mat evit Breizh. An diskoulm nemetañ an hini eo evit henchañ ar vro war un hent dereat a-fet labour douar hag endro.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...