328 vues

Aze e oant holl : Alan Stivell, Servat, dilennidi mennet, Clarisse Lavanant, Stephanie Stoll...

Aze e oant holl : Alan Stivell, Servat, dilennidi mennet, Clarisse Lavanant, Stephanie Stoll...

O kregiñ gant prezegenn Stephanie, e anv Kevre Breizh e oa un avel nevez o c'hwezhañ e bed ar stourmerien evit Breizh pemp departamant, ur vazh test roet d'ar remziad yaouankoc'h gant ar stourmerien a-gozh, laouen da welout tud o kenderc'hel. 30 000 den hervez an aozerien, 12 000 hervez ar polis gant he vinskaskell o treiñ disehan, gant he c'hantadoù CRS o c'hortoz distruj, reuz ha cholori.

Met sioul e oa chomet an traoù. Tud deuet, en o sav, o c'houlenn an demokratelezh, ar geodediz, ar gwir da vout ur vro selaouet gant ar pennoù bras, o tamall da gement politikour(ez) er vro (h)e ziseblanted, o c'hortoz e vefe un devezh bennak doujet ouzh c'hoantoù an dud, evit ur vro yac'h, gouest da verañ he flanedenn, ' giz oa bet lavaret gant Stephanie Stoll en un doare politikel kenañ, ha gant Clarisse Lavanant gant un doare barzhoniel e fin ar vanifestadeg : "O Keltia..."

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...