Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
photo
- Annonce -
Naoned : un oferenn e brezhoneg da vare Nedeleg
Lidet e vo un oferenn e brezhoneg e iliz Santez Anna Naoned d'an 22 a viz kerzu
Par Jean Raynaudon pour J.R. le 5/12/24 14:34

Evel pep bloaz e vo lidet un oferenn e brezhoneg penn da benn e iliz Santez Anna Naoned d'an 22 a viz kerzu da 6 eur. Boaz omp da lidañ an oferenn-mañ 'ar sul a-raok Nedeleg evit ma c'hellfe ar muiañ posubl a dud dont rak kalz Naonediz a ya da lec'h all e-pad ar vakañsoù.

E iliz Santez Anna e vo rak a-hed ar bloavezhioù eo deuet tud eus Breizh Izel d'en em staliañ er c'harter.

Lidet e vo gant Benoit Luquiau ha Guillaume Ar Floc'h, beleien eus Naoned ha buhezet e vo gant sonerien hag ograou.

Warlerc'h an oferenn e vo profet un dra bennak da evañ, un abeg evit komz asemblez.

1  0  
Auteur indépendant
[ Voir tous les articles de J.R.]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons