Put your name here

C'hwi a gano, serienn twebtv kroueet gant liseidi bet e Diwan
C'hwi a gano, serienn twebtv kroueet gant liseidi bet e Diwan

Nerzh krouiñ ha live yezh
7vet pennad diwar istor Diwan hag ar poentoù da adwelet, da brederiañ evit an dazont evit ma vefe yezh ar vro ur yezh vev
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 31/07/17 10:51 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Pa vez savet barzhonegoù e brezhoneg gant bugale e vez gwelet buan ne c'heller sevel barzhoneg ebet ma n'eus ket ul live yezh dereat a-walc'h. Ma vez ret kemer ur geriadur, goulenn digant ar c'helenner bep eil munutenn ur ger a vank… Pa vez kontet ur gontadenn hep deskiñ an destenn e sav kudennoù ivez : penaos implijout meur a stumm evit sevel (h)e frazennoù ? Barregezhioù yezh e lise Diwan

Anat e reont fizik, skiantoù ar vuhez, matematikoù e brezhoneg, ha brav eo an disoc'hoù er vachelouriezh. Tapet an AKED, diplom diabarzh Diwan, aes a-walc'h ganto. Mat-kenañ e vez an notennoù yezh er vachelouriezh. Met pa vez goulennet ganto sevel frazennoù simpl evel « savet ez eus bet ur skol etre div wezenn. », pe c'hoazh « bep mintin p'am bez naon e tebran daou aval » e vez 80 % anezho oc'h ober fazioù (« div aval », « daou gwez », « pa 'm eus naon »…). Abalamour da betra ? Re ziaes dezho ar c'heriaoueg pemdez ? Diouer a vrezhoneg er gevredigezh, er gêr hag etre mignoned ? Live ar gelennerien ?

Beajourien liesyezhek

Koulskoude int gouest da lenn, da gompren, da eskemm, ha tapet gant kalzig anezho al live B2, C1. Neuze, petra a vank dezho ? Ma vefe brasoc'h plas ar brezhoneg er programmoù ofisiel, ha goulennet ul live uheloc'h er vachelouriezh evit an holl yezhoù er rummad «yezh vev 2» e vefe gwelloc'h o live brezhoneg. E bro Euskadi e vez gouestlet pemp eurvezh kelenn d'an euskareg en eilvet klas, er c'hentañ klas hag er c'hlas termen. Ur skouer da heuliañ ?

Mod all, splann eo o barregezh yezh: beajiñ a reont kalz hag en o aez e vezont evit deskiñ ur pedervet yezh, ur pempvet, quechuaeg, mongoleg, swedeg...

" Despicable oa fromus, an hini drouk hag a cheñch kalon gant karantez evid e 3 verc'h. :) Sinon, tu peux toujours pellkargañ Teach Yer-self German. Can't ye ?"

(skrivet war ur rouedad sokial gant ul lisead)

Ar pennad enrollet : hini bugale a skriv haiku e brezhoneg, un doare interessant-tre da welet live yezh ar vugale hag al liamm gant ar c'hrouiñ (a vez studiet kalz e Bro Euskadi evit ar c'hontadennoù hag ar bertsu). Un dachenn labour 'benn bloaz evit ar skolaerien o dije c'hoant mont pelloc'h ? Klaskit titouroù o skrivañ da afea [at] laposte.net

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 1 commentaires
  yan
  le Lundi 7 août 2017 09:13
Penaos sevel, "krouiñ", en ur yezh na vestronier ket ?
Pand eo deuet "N'eus ket nemet" da vezañ war un dro "il n'y a que" ha "il n'y a pas que" ?
" tapet gant kalzig anezho al live B2, C1" : C1 gant an holl a vefe dleet, ha C2 zoken mar befe savet arnodennoù a-zoare.
Nend int kablus : an dud deuet tro-dro dezhe ne lavaran ket. Ha ma vefe diskouezet ed eo un dra dalvoudus, talvoudus a-walc'h da vont pelloc'h eget ar "brezhoneg mat a-walc'h"...
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.