Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Nevez deuet er-maez : Danevelloù evit ur bloaz gant Pirandello

Ul levr a zo nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh : "Danevelloù evit ur bloaz" gant Luigi Pirandello, troet e brezhoneg gant ALine Gleoneg. Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl

Hor Yezh Mouladurioù pour Mouladurioù Hor Yezh le 1/08/14 14:37

Ul levr a zo nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh : "Danevelloù evit ur bloaz" gant Luigi Pirandello, troet e brezhoneg gant ALine Gleoneg.

Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl evit e bezhioù-c'hoari, nebeutoc'h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.

“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c'hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.

Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c'henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ; met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.

An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.

Priz Nobel al Lennegezh a oa aet e 1934 gant Pirandello.

138 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;

9 ¤

ISBN : 978-2-86863-170-1

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons