



Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi. Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.
Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi.
« Owen eo va anv. Ranket am eus tec'hout kuit diouzh va bro, Breizh-Veur, dirak ar Saozon, da vont da chom e Breizh-Vihan. » « Ur bugel e oan c'hoazh pa oan aet kuit war vor, asambles gant Gwennin he blev ruz, ur gaer a blac'h. Diouganet e oa bet deomp gant ar sorserezh e chomfemp bev daoust d'ar gwall-amzer, d'al laeron-vor ha d'ar Franked. » « Skiant e leizh am eus tapet en ur vont, a-drugarez da Weltas, abad Lokentaz, en deus heñchet ac'hanomp. » « E dibenn ar veaj ne oan ket ur bugel ken... »
Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.
Ul livourez brezhon a vicher eo Armel Le Sec'h. Krouet he neus ar gevredigezh Poellgor an Tarv, an divyezhek Poellgor Arzoù Breizh.
« An divyezhegezh, en Arz, evel er sonerezh, a zo un Awen, rak du-se eman stivell hor personelezh. Digor-frank war ar bed eman ivez, en abeg d'al lans spered a ro tro da zeskin kalz a yezh all... »
Roiñ a ra ivez Armel kaozeadennoù e brezhonneg pe e galleg diwar Arz Breizh hag hon identelezh
Arz Breizh hag hon identelezh. Kaozeadenn gant Armel Sec\\\'h
L'Art de Bretagne et notre Identité. Conférence d'Armel Le Sec'h
http://sitekreator.com/ArmelLeSech/main_page.html ha http://mapage.noos.fr/poellgorantarv/galerie.htm
Embannet gant Skol Vreizh e Montroulez.
ISBN : 978-2-915623-85-7
EAN : 9782915623857
18,5 x 12
80 pajenn
http://www.skolvreizh.com/ diwar Skol Vreizh.
Da welout ivez
“Beaj Owen” et “Le Voyage d\'Owen” de Armel Le Sec’h, deux nouveaux livres chez Skol Vreizh
Maryvonne Cadiou ha Skol Vreizh.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !