E-kichen ar c\'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer ur C\'hoariva farsus. Pezhioù- c\'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho. “La farce du
E-kichen ar c\'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer ur C\'hoariva farsus. Pezhioù- c\'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho. “La farce du Cuvier” a zo e Bro-C\'hall, unan eus ar re vrudetañ. E brezhoneg ez eus deut betek ennomp un nebeut gwerzennoù eus “Amourousted an den kozh”... Ouzhpenn ar pezhioù farsus edo ivez ar Fablennoùigoù – “Fabliaux” e galleg... Kavet e vo da lenn el levr-mañ “En-dro d\'ar poull” diwar “La farce du Cuvier” ha div fablennig, renket e doare pezhioù-c\'hoari : “An div glujar” hag “Ar pallenn etre daou”. Ha da echuiñ tri fennad eus “Romant al louarn”. Displeget eo bet – hag e vez c\'hoazh – ar pezhioù berr-se gant Strollad Ar Vro Bagan.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !