Lannevern E Kañv
Lannevern E Kañv
Ploërmel - Châtelet Les Halles - Youenn Guillanton
Ploërmel - Châtelet Les Halles - Youenn Guillanton
Dimezellig Dantelezet - Lunch Noazh
Dimezellig Dantelezet - Lunch Noazh
Bleunioù an distruj - Brieg Guervenno
Bleunioù an distruj - Brieg Guervenno

Tapet en deus Difetis priz kentañ ar rummad "bed ekonomikel" e abadenn ar prizioù 2013 e Montroulez, ar miz tremenet. Abaoe n'eo ket chomet a-sav al lec'hienn. Produioù nevez 'zo deuet

Tapet en deus Difetis priz kentañ ar rummad "bed ekonomikel" e abadenn ar prizioù 2013 e Montroulez, ar miz tremenet. Abaoe n'eo ket chomet a-sav al lec'hienn. Produioù nevez 'zo deuet er maez, hag en ho touez, ur rummad nevez, gouestlet d'ar prizioù:

Setu er rummad sonerezh e vez bremañ kavet an teir fladenn a oa war ar renk:

Bleunioù an distruj - Brieg Guervenno (digoust) Ploërmel - Châtelet Les Halles - Youenn Guillanton Dimezellig Dantelezet - Lunch Noazh

Met tu zo ivez kavout pladennoù all an arzourien-se: Nozioù-Deioù - Brieg Guervenno Gouloù War ar Mor - Youenn Guillanton

Hag evit echuiñ ul levr nevez embannet gant al liamm, un dastumad danevelloù digant Jakez KONAN: Lannevern E Kañv.

Nevezentioù all a vo kinniget ar miz-mañ, liammet gant ar prizioù pe get, setu chomit aketus pe koumanantit d'an newsletter.