Hiziv ar Merc'her 10 a viz C'Hwevrer en deus embannet Kristian Troadeg, penn al listenn "Ni ho savo Breizh" listenn an holl danvez-dilennidi evit Rannvro Breizh er prefeti-rannvro, e Roazhon : 91 vaouez ha gwaz (...) Digwener e vo embannet e Naoned anvioù ar 103 danvez-dilennad "Ni ho savo Breizh" evit al Liger-Atlantel.

Hiziv ar Merc'her 10 a viz C'Hwevrer en deus embannet Kristian Troadeg, penn al listenn "Ni ho savo Breizh" listenn an holl danvez-dilennidi evit Rannvro Breizh er prefeti-rannvro, e Roazhon : 91 vaouez ha gwaz a fell dezho reiñ ul lañs nevez da Vreizh.

Digwener e vo embannet e Naoned anvioù ar 103 danvez-dilennad "Ni ho savo Breizh" evit al Liger-Atlantel. Rak evit gallout kinnig danvez-dilennidi el Liger-Atlantel, e rank "Ni ho savo Breizh" kinnig danvez-dilennidi war dachenn ar rannvro anvet "Broioù al Liger" a-bezh, hervez al lezenn.

"Ni ho savo Breizh" a ginnigo en holl 194 maouez ha gwaz e pemp departamant Breizh, evit Breizh dishual, adunanet, kengred, ekologel hag abil.

http://www.nousteferonsbretagne.org

Christian Troadec

Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional. En savoir plus