Kalz ac'hanomp a labour, a stourm evit sikour savidigezh meur a raktres breizhat. Reoù all c'hoazh o deus huñvreoù. Dreist an diforc'hioù etrezomp emañ an hevelep pal ganeomp : Breizh. Hol listenn "Ni ho savo Breizh" a zo digor. Bodañ a ra maouezed ha gwazed o deus ur c'hoant boutin, dreist d'ar c'helennadurezhioù diforc'hus.

Kalz ac'hanomp a labour, a stourm evit sikour savidigezh meur a raktres breizhat. Reoù all c'hoazh o deus huñvreoù.

Dreist an diforc'hioù etrezomp emañ an hevelep pal ganeomp : Breizh.

Betek ar 14 hag ar 21 a viz Meurzh 2010 e vo Breizh e-kreiz an holl brezegennoù, an holl ouestloù. Anavezout a reomp ar re na zoujont ket d'o gouestloù, a zo bet touet meur a wezh koulskoude!

Anavezout a reomp ivez ar re a bleg da greizennerezh Pariz, ha n'int ket evit en em zistagañ dioutañ.

Hol listenn "Ni ho savo Breizh" a zo digor. Bodañ a ra maouezed ha gwazed o deus ur c'hoant boutin, dreist d'ar c'helennadurezhioù diforc'hus.

Ma tasson ho kalon gant Breizh, laoskit ac'hanoc'h bezañ kaset ganti, ha dont da vodañ hon aduidi.

M'oc'h levezonet gant ar reizhpoell, kemerit an amzer da lenn hor programm.

Kemerit ivez an amzer d'ober anaoudegezh gant danvez-dilennidi ar pemp departamant. Kalz anezho a zo en em ouestlet, abaoe pell pe n'eus ket ken pell zo, e servij Breizh, e tachennoù sokial, sevenadurel, armerzhel, c'hweluniadel, lec'hel pe rannvroel.

Dont e-barzh hon aduidi n'eo ket bezañ ganeomp hepmuiken. Evidomp eo kennerzhus. Talvezout a ra ez eus un heklev gant hor c'hinnigoù hag hor youl.

Degemer a raimp ac'hanoc'h gant kalz a blijadur.

Andrev Lavanant, Franck Darcel

Darempred: ntfb@aliceadsl.fr Lec'hienn : http://nousteferonsbretagne.blogspot.com/2010/02/la-liste-de-nos-sympathisants-hor.html

Christian Troadec

Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional. En savoir plus