Nolwenn Korbell, gant Eric Legret
Nolwenn Korbell, gant Eric Legret

Digredus eo an doare da zegemer ar 4 % gant sonennoù e brezhoneg, gallaoueg, kreoleg, alsasianeg, korseg .... gant kanerien gallegerien anezhe

Digredus eo an doare da zegemer ar 4 % gant sonennoù e brezhoneg, gallaoueg, kreoleg, alsasianeg, korseg .... gant kanerien gallegerien anezhe.

Disadorn paseet, pevar den erminet e Karaez : Jean Cévaër, Yann-Fañch Jacq, Mikael Bodlore-Penlaez ha Nolwenn Korbell.

Alies e vez roet ar c'holier da dud kozh, stourmet ganto a-hed o buhez evit yezh ha sevenadur Breizh. Aze e oa daou zen yaouank a-walc'h, ha roet ur prof d'ar stourmer, marc'h labour anezhañ, Yann-Fañch Jacq ivez.

E galleg e oa bet lavaret ur brav a ziskour, un taol fulor a-enep Michel Onfray, un destenn vrav evel eo gouest Nolwenn da skrivañ, da zibunañ, an dour en he zaoulagad...

Ya, e Paris e vez graet goap ouzh ar Vretoned, ouzh an holl a ra gant yezhoù bihan e Breizh. Ha vat a ra gwelout pegen kreñv ha don e c'hell bout ar stourm hag ar gasoni maget gant kement a ziseblanted, kement a c'halloud n'eo ket doujus ouzh an dud hag o gwirioù.

Michel Onfray a lâr eo ar yezhoù bihan ur beñveg evit " chom serret warnañ e-unan, un doare meuriad da vont en dro ".

" Evit 4 % eus an abadennoù....(...) ma yezh a zo e don ma boelloù, ul liamm eo a stag ac'hanon ouzh ma mamm, ouzh ma mab, ouzh ma zud kozh, ouzh ma douar..."

Hag hi da wiskañ ar yezh-mañ evel ur "bizoù, evel ur c'holier ermin"...

Evit kompren spered al lezenn nevez-mañ, adlenn pennad unan eus an aktourien pennañ, Louis-George Tin :

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...