E-barzh koulzad-kabaliñ al listenn "Ni ho savo Breizh", e ped Strollad Breizh an douaroniour Jean Ollivro. Jean Ollivro zo kelenner e skol-veur european Breizh e Roazhon 2 hag e Sciences-Po

E-barzh koulzad-kabaliñ al listenn "Ni ho savo Breizh", e ped Strollad Breizh an douaroniour Jean Ollivro. Jean Ollivro zo kelenner e skol-veur european Breizh e Roazhon 2 hag e Sciences-Po Roazhon. Prezidant an ensavadur Breizh Diawel eo ivez.

N'eo ket un degouezh m'en deus Jean Ollivro lakaet embann e levr diwezhañ "Raktres Breizh" e ti-embann Apogée e-kreiz koulzad-kabaliñ an dilennadegoù-rannvro. "Raktres Breizh" a vesk an amzer a-vremañ hag an amzer da zont, ha liammañ a ra an anaoudadur skiantel hag ar preder diawelus. Goude ur bilañs resis eus stad Breizh, e kinnig Jean Ollivro ur steuñv oberiañ evit ur raktres breizhat goude an enkadenn. E sell hollek a gont war savidigezh « Breizh gaer, en he bleuñv, kengred ha digor war ar bed ».

An nozvezh gendiviz-mañ a vo aozet d'al Lun, 15 a viz C'hwevrer da 8e30 noz e Ti Karter Maurepas e Roazhon. Digor eo d'an holl.

Christian Troadec

Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional. En savoir plus