Put your name here

Flamanville 2016
Flamanville 2016
Chronique
Nukleel Bro C'hall : politikerezh an energiezh, un islonk a follentez
5.000 a dud oa o vanifestiñ disadorn etre kreizenn lastez La Hague ha chanter an EPR Flamanville.
Chronique de Kerne multimédia

Publié le 2/10/16 10:41 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

5.000 a dud oa o vanifestiñ disadorn etre kreizenn lastez La Hague ha chanter an EPR Flamanville. Porzh Dielette, e traoñ keriadenn sioul Flamanville : ul lec'h brav, fouetet gant ar pevar avel, bro Jacques Prévert ha tost ouzh Breizh Veur, un natur hag ul labour douar chomet kazi evel m'e oant, ma ne vefe ket... poubelenn Bro C'hall hag ar bed, al lec'h ar muiañ "nuklearised" er bed.

Gant lastez broioù all (Japan, Bro Alamagn...), hag ul lec'h raktresoù brasoc'h c'hoazh eo ; hini an EPR (European Pressurise Reacteur). E penn kentañ e oa ur raktres european, graet e veze "trede remziad" dioutañ, e amerikaneg "Evolutionary Pressurized Reacteur", krouet e 1992.

Met start e oa bet ar chanter, gant meur a fazi, meur a c'hwitadenn. Hiziv an deiz e vez lavaret e vefe bet kollet 100 milliard a euroioù gant ar chanter-mañ hep gounit an disterañ gwened na gilowatt...

Reaktourien nukleel bro Frañs (un tri-ugent bennak) a zo kazi holl tost ouzh 30 vloaz. Neuze e oa ret da c'houarnamant stad c'hall kemer un divizh ; kenderc'hel, kempenn ar re gozh, sevel reoù nevez ?

Met n'eo ket kalonek ar stad : ne vez ket savet kreizennoù nevez, met tout an dud a oar pegen dañjerus eo ar re gozh... Neuze, en un hent dall emañ bro Frañs, pa vez bro Alamagn gant ul lañs brav war dachenn an energiezhoù all (heol, avel, dour...).

Setu neuze un dibab evit an dazont : ur vro gant un tredan danjerusoc'h danjerusañ da broduiñ, lastez hir spontus da zistruj (daou gilo dre annezad produet pep bloaz) gant lec'hioù leun chouk (La Hague, Bure...) ?

Ha ne oa 'met 5.000 den evit lavarout d'ar stad e oa ret paouez gant ar marv a zo e fin an hent ? Gant manifesterien zo, e oa bet huchet "Flamanville, Tchernobyl !"

Goude ar valeadenn etre an daou lec'h, gant avel greñv ha barradoù glav, setu ul lodenn eus ar pezh oa bet lavaret gant Chantal Cusnier hag e vignoned, e anv "Sortir du Nucléaire Breizh" :

" Ne gredomp nag en tu dehou, nag en tu kleiz. E Flamanville n'eo ket nevez ar stourm. Dek vloaz dija bez' oa dekvedennoù a vanifesterien e Cherbourg, emaomp hiviz an deiz en ur prantad kizidig kenañ evit politikerezh nukleel bro C'hall ; kant milion a euroioù a zo aet kuit en aner. Ret e vo d'an dud speredek, a-stroll, dont a-benn eus islonk ar gudenn nukleel e lec'h emañ bro C'hall oc'h en em veuziñ ".

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.